Awalc’h eo d’an diskibl beza evel he vestr, ha d’ar mevel beza evel he aotrou. Mar ho deuz galvet pen an tiegez Beelzebul, pegement mui ne c’halvint‐hi ket tud he di?
Sant Ian 7:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha kalz a drouz a oa divar he ben e‐touez ar bobl. Darn a lavare: Eun den mad eo; ha darn all a lavare: N’eo ket, mes trompla a ra ar bobl. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ e voe ur vrud bras diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo. Ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl. |
Awalc’h eo d’an diskibl beza evel he vestr, ha d’ar mevel beza evel he aotrou. Mar ho deuz galvet pen an tiegez Beelzebul, pegement mui ne c’halvint‐hi ket tud he di?
hag e klaskent cregi enhan; mes aoun ho doa rag ar bobl, rag kemeret a reant Jesus evit eur profet.
Aotrou, deuet eo da vemor deomp penaos an trompler‐ze a lavare pa oa beo: A‐ben tri devez me a resussito.
Jesus a lavaraz dezhan: Perag e c’halvez‐te ac’hanoun mad? N’euz hini mad e‐bed, nemed Doue hep‐ken.
Ar c’hantener, o velet ar pez a oa c’hoarvezet, a rentaz gloar da Zoue, en eur lavaret: E gwirionez, an den‐ze a oa eun den just.
An den mad a denn traou mad euz a denzor mad he galon, hag an den fall a denn traou fall euz a denzor fall he galon; rag euz a abondans ar galon eo e komz ar genou.
Hag e oent holl spountet, hag e rentjont gloar da Zoue, en eur lavaret: Eur profet braz a zo savet en hon touez, ha Doue hen deuz bizitet he bobl.
Hag an dud, o velet ar miracl hen doa great Jesus, a lavare: He‐man eo en gwirionez ar profet a dlie dond er bed.
Ar Farizianed, o veza klevet ar pez a lavare ar bobl e‐kuz divar he ben, en em glevaz gant prinsed ar veleien, evit kas serjanted da gregi enhan.
Respont a rejont dezhan: Hag eur Galilead oud‐te ive? Klask, ha gwel ha profet e‐bed a zo bet biskoas savet euz a C’halile.
Neuze darn euz ar Farizianed a lavare: An den‐ze n’eo ket a‐beurz Doue, pa’z eo gwir na vir ket ar sabbat. Darn all a lavare: Penaos ec’h helfe eun den fall ober eur seurt burzudou? Ha n’en em glevent ket etrezhe.
Rag eun den mad e oa, eun den leun euz ar Spered‐Santel ha leun a feiz, ha kalz a bobl en em unanaz gant an Aotrou.
Rag, dies e vefe kavoud eun den contant da vervel en plas eun den just; marteze c’hoas e rafe unan‐benag kement‐se evit eun den mad.