Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 9:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Neuze darn euz ar Farizianed a lavare: An den‐ze n’eo ket a‐beurz Doue, pa’z eo gwir na vir ket ar sabbat. Darn all a lavare: Penaos ec’h helfe eun den fall ober eur seurt burzudou? Ha n’en em glevent ket etrezhe.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n’eo ket a-berzh Doue pa ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavaras: Penaos e c’hell un den a zo pec’her ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 9:16
18 Referencias Cruzadas  

Ha setu e oa eno eun den pehini hen doa eun dorn dizec’het; hag e c’houlenjont diganthan, evit gallout hen tamal: Ha permetet eo iac’haad en deiziou ar sabbat?


Ar Farizianed, o velet kement‐se, a lavaraz dezhan: Setu da ziskibien oc’h ober ar pez n’eo ket permetet da ober da zeiz ar sabbat.


Mes chef ar sinagog, o veza droug enhan abalamour m’hen doa Jesus iac’heet eun den da zeiz ar sabbat, a zavaz he vouez hag a lavaraz d’ar bobl: Beza ez euz c’houec’h devez en pere e tleer labourat; deuit eta en deiziou‐ze evit beza iac’heet, ha na deuit ket da zeiz ar sabbat.


Neuze e savaz a‐nevez eun disput e‐touez ar Judevien, abalamour d’ar c’homzou‐ze.


Credit ac’hanoun, pa lavaran emoun en Tad, hag ema va Zad enoun; pe da vihana, credit ac’hanoun abalamour d’an oberou‐ze ho‐unan.


Ma n’am bije ket great en ho zouez an oberou n’int bet great gant hini all e‐bed, n’ho divije ket a bec’hed; mes breman ho deuz gwelet anezhe, hag ho deuz kaseet ac’hanoun ha va Zad ive.


Jesus a reaz ar c’henta miracl‐man en Cana kear a C’halile, hag e tiskouezaz he c’hloar; hag he ziskibien a gredaz enhan.


An den‐ze a zeuaz, e‐pad an noz, da gavout Jesus hag a lavaraz dezhan: Mestr, gouzoud a reomp ez oud eun doctor deuet a‐berz Doue; rag den na hell ober ar miraclou a rez ma n’ema ket Doue ganthan.


Ar Judevien eta a lavare d’an hini a oa bet pareet: Hirio ema ar sabbat; n’eo ket permetet d’id kas ganez da vele.


Mes me em euz eun testeni brassoc’h eged hini Ian; rag an oberou hen deuz roet va Zad d’in da ober, an oberou‐ze a ran, a rent testeni ac’hanoun, penaos ez oun bet digasset gant va Zad.


Ar Judevien a zispute eta etrezhe, en eur lavaret: Penaos ec’h hell an den‐ze rei deomp he gig da zebri?


Ha kalz a drouz a oa divar he ben e‐touez ar bobl. Darn a lavare: Eun den mad eo; ha darn all a lavare: N’eo ket, mes trompla a ra ar bobl.


Mar bez circonciset eun den deiz ar sabbat, evit miret lezen Moises, perag oc’h euz‐hu droug ouzin‐me, abalamour ma’m euz roet ar iec’hed da eun den deiz ar sabbat?


Bez’ e oa eta division e‐touez ar bobl divar he ben.


Gervel a rejont eta evit an eil gwech an den a oa bet dall, hag e leverjont dezhan: Rent gloar da Zoue, ni a oar penaos an den‐ze a zo eur pec’her.


Mes ar bobl euz ar gear a oe rannet en diou loden; darn a oe a‐du gant ar Judevien, ha darn all gant an ebestel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos