Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 7:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Koulskoude, den e‐bed na gomze freaz divar he ben, gant aoun rag ar Judevien.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Koulskoude den ne gomze frank anezhañ gant aon rak ar Yuzevien.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 7:13
13 Referencias Cruzadas  

Goude‐ze, Josef a Arimathe, pehini a oa eun diskibl da Jesus, mes en kuz, gant aoun rag ar Judevien, a bedaz Pilat d’hen lezel da lemmel ac’hane corf Jesus; ha Pilat a bermetaz dezhan. Dond a eure eta, hag e kemeraz corf Jesus.


Var ar pardaez euz an deiz‐ze, a oa ar c’henta euz ar sizun, an norojou euz al leac’h ma oa assamblet enhan an diskibien, o veza serret, gant aoun rag ar Judevien, Jesus a zeuaz, hag en em brezantaz en ho c’hreiz, hag a lavaraz dezhe: Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h!


An den‐ze a zeuaz, e‐pad an noz, da gavout Jesus hag a lavaraz dezhan: Mestr, gouzoud a reomp ez oud eun doctor deuet a‐berz Doue; rag den na hell ober ar miraclou a rez ma n’ema ket Doue ganthan.


Goude an traou‐ze, Jesus a valee dre ar Galile, rag ne felle ket dezhan choum er Jude, abalamour ma klaske ar Judevien hen lakaad d’ar maro.


Ar Judevien eta a glaske anezhan e‐pad ar gouel, hag a lavare: E pe leac’h ema?


Hag ar Judevien a oa souezet braz, hag a lavare: Penaos ec’h hell an den‐ze anavezoud ar Scrituriou, pa n’hen deuz biskoas ho disket?


He dad hag he vam a lavaraz kement‐se, abalamour m’ho doa aoun rag ar Judevien; rag ar Judevien ho doa dija decidet, mar teuje unan‐benag da anzav e oa Jesus ar C’hrist, e vije taolet er meaz euz ar sinagog.


Respont a rejont dezhan: Te a zo ganet holl er pec’hed, hag e teuez d’hor c’helen! Hag e taoljent anezhan er meaz.


Anaoud a ran da oberou, hag al leac’h en pehini emoud o choum, el leac’h ma ema tron Satan; hag e talc’hez va hano, ha n’ec’h euz ket nac’het va feiz memeus en deiz ma’z eo bet lakeat d’ar maro Antipas va merzer fidel en ho touez, el leac’h ma ema Satan o choum.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos