Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 7:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Ha kalz a drouz a oa divar he ben e‐touez ar bobl. Darn a lavare: Eun den mad eo; ha darn all a lavare: N’eo ket, mes trompla a ra ar bobl.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Bez’ e voe ur vrud bras diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo. Ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 7:12
20 Referencias Cruzadas  

Awalc’h eo d’an diskibl beza evel he vestr, ha d’ar mevel beza evel he aotrou. Mar ho deuz galvet pen an tiegez Beelzebul, pegement mui ne c’halvint‐hi ket tud he di?


hag e klaskent cregi enhan; mes aoun ho doa rag ar bobl, rag kemeret a reant Jesus evit eur profet.


Aotrou, deuet eo da vemor deomp penaos an trompler‐ze a lavare pa oa beo: A‐ben tri devez me a resussito.


Jesus a lavaraz dezhan: Perag e c’halvez‐te ac’hanoun mad? N’euz hini mad e‐bed, nemed Doue hep‐ken.


Ar c’hantener, o velet ar pez a oa c’hoarvezet, a rentaz gloar da Zoue, en eur lavaret: E gwirionez, an den‐ze a oa eun den just.


Hogen eun den, hanvet Josef, hag a oa eur senatour, eun den mad ha just;


An den mad a denn traou mad euz a denzor mad he galon, hag an den fall a denn traou fall euz a denzor fall he galon; rag euz a abondans ar galon eo e komz ar genou.


Hag e oent holl spountet, hag e rentjont gloar da Zoue, en eur lavaret: Eur profet braz a zo savet en hon touez, ha Doue hen deuz bizitet he bobl.


Hag an dud, o velet ar miracl hen doa great Jesus, a lavare: He‐man eo en gwirionez ar profet a dlie dond er bed.


Ar Farizianed, o veza klevet ar pez a lavare ar bobl e‐kuz divar he ben, en em glevaz gant prinsed ar veleien, evit kas serjanted da gregi enhan.


Ar Farizianed a lavaraz dezhe: Daoust ha c’houi a zo bet ive gounezet?


Respont a rejont dezhan: Hag eur Galilead oud‐te ive? Klask, ha gwel ha profet e‐bed a zo bet biskoas savet euz a C’halile.


Neuze darn euz ar Farizianed a lavare: An den‐ze n’eo ket a‐beurz Doue, pa’z eo gwir na vir ket ar sabbat. Darn all a lavare: Penaos ec’h helfe eun den fall ober eur seurt burzudou? Ha n’en em glevent ket etrezhe.


Rag eun den mad e oa, eun den leun euz ar Spered‐Santel ha leun a feiz, ha kalz a bobl en em unanaz gant an Aotrou.


Rag, dies e vefe kavoud eun den contant da vervel en plas eun den just; marteze c’hoas e rafe unan‐benag kement‐se evit eun den mad.


Grit pep tra heb murmuri hag heb disput;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos