Hag e tigassaz anezhan da gavout Jesus. Jesus, o veza sellet outhan, a lavaraz dezhan: Te eo Simon, mab da Jona; te a vezo galvet Cephas (da lavaret eo, Per).
Sant Ian 4:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhi: Kea, galv da bried, ha deuz aman. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhi: Kae, galv da bried ha deus amañ. |
Hag e tigassaz anezhan da gavout Jesus. Jesus, o veza sellet outhan, a lavaraz dezhan: Te eo Simon, mab da Jona; te a vezo galvet Cephas (da lavaret eo, Per).
Lavaret a reaz dezhan an deirved gwech: Simon, mab Jona, ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Per a oe glac’haret abalamour m’hen doa lavaret evit an deirved gwech: Ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Hag e lavaraz dezhan: Aotrou, te a oar pep tra, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va denved.
Ar vaouez a lavaraz dezhan: Aotrou, ro d’in euz an dour‐ze, evit n’am bezo mui a zec’hed, ha na zeuin mui aman da denna dour.
Ar vaouez a respontaz dezhan: N’em euz pried e‐bed. Jesus a lavaraz dezhi: Lavaret mad ec’h euz:
N’em euz pried e‐bed; rag pemp pried ec’h euz bet; hag an hini ec’h euz breman n’eo ket pried d’id; ar wirionez ec’h euz lavaret var gement‐se.
N’euz crouadur e‐bed hag a vez kuzet dirazhan, mes an holl draou a zo noaz ha dizolo da zaou‐lagad an hini da behini a tleomp renta count.
Hag e lakain he bugale da vervel; hag an holl Ilizou a ouezo penaos ez oun an hini a zont ar c’hroazellou hag ar c’halonou; hag e roin da bep hini ac’hanoc’h hervez he oberou.