Sant Ian 2:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a oa ive pedet d’an eured gant he ziskibien. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz ivez a voe pedet da vont d’an eured gant e ziskibien. |
Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, dre ma hoc’h euz great kement‐se da unan euz ar re vihana‐man euz va breudeur, hoc’h euz hen great d’in‐me va‐unan.
Hag hen a responto dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, pa n’hoc’h euz ket great kement‐se da unan euz ar re vihana‐man, n’hoc’h euz ket hen great d’in‐me va‐unan.
Goude‐ze, e tiskennaz da Gapernaüm gant he vam, he vreudeur hag he ziskibien; ha na choumjont eno nemed eun neubeud deiziou;
Neuze e teuaz sonj d’he ziskibien penaos ez eo scrivet: Ar zel euz da di hen deuz devoret ac’hanoun.
Goude eta ma oe resussitet a‐douez ar re varo, he ziskibien a zeuaz sonj dezhe hen doa lavaret dezhe kement‐se; hag e credjont d’ar Scritur ha d’ar gomz‐ze hen doa lavaret Jesus dezhe.
Goude‐ze, Jesus a ieaz gant he ziskibien var douar Jude, hag e choumaz eno ganthe, hag e vadeze.
An diskibien a lavare eta etrezhe an eil d’egile: Daoust hag unan‐benag hen defe digasset dezhan boued da zebri?
Goude ma ho doe bet ho gwalc’h, e lavaraz d’he ziskibien: Dastumit an tammou a zo choumet evit na ielo netra da goll.
Kalz euz he ziskibien, o veza klevet anezhan, a lavaraz: Ar gomz‐se a zo kaled, piou a hell selaou anezhi?
Divar neuze, meur a hini euz he ziskibien a dec’haz kuit, ha n’ez eent mui assambles ganthan.
Jesus a respontaz dezhan: Ha n’em euz‐me ket ho choazet ho taouzec? hag unan ac’hanoc’h a zo eun diaoul.
Hogen, euz a Judas Iscariot, mab Simon, eo e komze; rag hennes eo a dlie hen trahissa, evit‐han da veza unan euz an daouzec.
Hag he vreudeur a lavaraz dezhan: Kea kuit ac’halen, ha kea er Jude, evit ma velo ive da ziskibien an oberou a rez.
hag o veza kavet anezhan, e tigassaz anezhan da Antiokia; hag e‐pad eur bloaz leun, en em dastumjont assambles gant an Iliz, hag e rojont deskadurez da galz a dud, hag en Antiokia eo e oe roet da genta d’an diskibien an hano a Gristenien.
Hag an diskibien a zecidaz kas eun dra‐benag, pep hini hervez he c’halloud, evit sicour ar breudeur a choume er Jude.
Pe c’houi eta a zebro, pe c’houi a evo, pe c’houi a rai eun dra all‐benag, grit pep tra evit gloar Doue.
Ar vreg a zo unanet dre al lezen gant he goaz keit ha ma vez he‐man en buez; mes mar deu he goaz da vervel, ez eo libr da zimezi a‐nevez d’an hini a garo; ra zimezo da vihana hervez bolontez an Aotrou.
Ha kement tra a reot, dre gomzou pe dre oberou, grit pep tra en hano an Aotrou Jesus, o trugarekaad Doue an Tad dreizhan.
Ra vezo ar briedelez henoret gant an holl, hag ar gwele disouillet; rag Doue a varno an dud libertin hag an avoultrerien.
Setu, emoun e‐tal an nor, hag e skoan; mar teu unan‐benag da glevet va mouez ha da zigeri an nor d’in, ec’h antrein en he di, hag e koanin assambles ganthan, hag hen assambles ganen.