Mes hen a lavaraz dezhe: Roit boued dezhe hoc’h‐unan. Hag int a respontaz: N’hon euz ken nemed pemp bara ha daou besk; nemed mond a rafemp da brena boued evit an holl bobl‐man;
Var gement‐se e teuaz he ziskibien, hag e oant souezet o velet ma komze gant eur vaouez; koulskoude hini anezhe na lavaraz dezhan: Petra a c’houlennez‐te? pe: Perag e komzez‐te ganthi?
Hogen, kalz a Zamaritaned euz ar gear‐ze a gredaz enhan, abalamour da gomz ar vaouez pehini he doa rentet an desteni‐man: Hennes hen deuz lavaret d’in‐me kement tra em euz great.