Ha te, Cafarnaüm, pehini a zo bet savet beteg an env, a vezo izeleet beteg an ifern; rag ma vije bet great en Sodom ar miraclou a zo bet great enoud, e vije c’hoas hirio en he za.
Sant Ian 2:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Goude‐ze, e tiskennaz da Gapernaüm gant he vam, he vreudeur hag he ziskibien; ha na choumjont eno nemed eun neubeud deiziou; Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude-se, e tiskennas da Gafarnaoum gant e vamm, e vreudeur hag e ziskibien, ha ne chomjont eno nemet un nebeud devezhioù. |
Ha te, Cafarnaüm, pehini a zo bet savet beteg an env, a vezo izeleet beteg an ifern; rag ma vije bet great en Sodom ar miraclou a zo bet great enoud, e vije c’hoas hirio en he za.
Pa oa Jesus c’hoas o komz ouz ar bobl, he vam hag he vreudeur pere a oa er meaz, a glaske komz outhan.
Hag o veza kuiteet Nazaret, e teuaz da choum e Cafernaüm, kear arvorec, var harzou Zabulon ha Neftali;
Ha n’eo ket he‐man ar c’halvez, mab Mari, breur Jakes, Joses, Jud ha Simon? He c’hoarezed ha n’emaint‐hi ket aman ganeomp? Hag e kavent leac’h enhan da veza scandalizet.
Jesus a zeuaz eta adare da Gana en Galile, el leac’h m’hen doa troet an dour en gwin. Hogen en Capernaüm e oa eun Aotrou euz a balez ar roue, hag hen doa eur mab klanv.
hag, o veza antreet er vag, e felle dezhe mond en tu all d’ar mor da Gapernaüm; tenval e oa dija, ha Jesus ne oa ket deuet c’hoas d’ho c’havout.
Daoust ha n’omp‐ni ket libr da gas ganeomp dre‐holl eur c’hoar, hor pried, evel an ebestel all, ha breudeur an Aotrou, ha Cephas?