Hag o veza great eur gurunen gant spern, e lekejont anezhi var he ben, gant eur gorzen en he zorn deô, hag o plega ho glin dirazhan, e rent goab anezhan, en eur lavaret: Salud roue ar Judevien.
Sant Ian 19:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus eta a zeuaz er meaz, en eur zougen ar gurunen spern hag ar vantel bourpr. Ha Pilat a lavaraz dezhe: Setu aman an den. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell limestra. Hag e lavaras dezho: Setu an den. |
Hag o veza great eur gurunen gant spern, e lekejont anezhi var he ben, gant eur gorzen en he zorn deô, hag o plega ho glin dirazhan, e rent goab anezhan, en eur lavaret: Salud roue ar Judevien.
An deiz varlerc’h, Ian a velaz Jesus o tond d’he gavoud, hag e lavaraz: Setu aman Oan Doue, pehini a lam kuit pec’hed ar bed.
Hag ar zoudarded o veza great eur gurunen spern, a lakeaz anezhi var he ben, hag e lekejont en‐dro dezhan eur vantel bourpr.
o terc’hel da zellet ouz Jesus, ar mestr hag ar peur‐oberour euz ar feiz, pehini, oc’h ober fae var ar vêz, abalamour d’ar joa a oa kinniget dezhan, hen deuz gouzanvet ar groaz, hag ez eo azezet a‐zeo da dron Doue.