Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 1:29 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

29 An deiz varlerc’h, Ian a velaz Jesus o tond d’he gavoud, hag e lavaraz: Setu aman Oan Doue, pehini a lam kuit pec’hed ar bed.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 1:29
65 Referencias Cruzadas  

hag e c’hano eur mab, hag e c’halvi he hano Jesus (Salver); rag hen eo a zaveteo he bobl euz ho fec’hejou.


evel m’az eo deuet Mab an den, nann evit beza servichet, mes evit servicha hag evit rei he vuez da rançon evit kalz a dud.


An deiz varlerch, Ian a oa c’hoas eno, gant daou euz he ziskibien,


hag o velet Jesus o vale, e lavaraz: Setu aze Oan Doue.


An deiz varlerc’h, Jesus a fellaz dezhan mond d’ar Galile, hag e kavaz Philip, hag e lavaraz dezhan: Heuil ac’hanoun.


Tri deiz goude, e oa eun eured en Cana, en bro Galile, ha mam Jesus a oa eno.


Rag Doue hen deuz karet kement ar bed, ma hen deuz roet he Vab unic, evit na vezo ket kollet piou‐benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel.


Hag e lavarent d’ar vaouez: N’e ket abalamour d’ar pez ec’h euz lavaret deomp e credomp breman; rag klevet hon euz hon‐unan, hag ec’h ouzomp ez eo he‐man en gwirionez ar C’hrist, Salver ar bed.


Me eo ar bara beo a zo diskennet euz an env; mar deu unan‐benag da zebri euz ar bara‐man, e vevo da viken; hag ar bara a roin‐me, eo va c’hig. Hen rei a rin evit buez ar bed.


ha penaos eo dreizhan eo justifiet ar re holl a gred, euz an holl draou a bere n’hoc’h euz ket gallet beza justifiet dre lezen Moises.


Hogen, ar pennad e oa o lenn euz ar Scritur, a oa he‐man: Evel eun danvad eo bet kasset d’ar gigerez; hag evel eun oan mud dirag an hini a dle hen touza, n’hen deuz ket digoret he c’henou.


Hogen, disket em euz deoc’h, da genta, ar pez em boa va‐unan recevet: penaos ez eo marvet ar C’hrist evit hor pec’hejou, hervez ar Scrituriou;


Rag an Hini n’hen deuz ket anavezet ar pec’hed, a zo bet tretet ganthan evel pec’her abalamour deomp, evit ma teuimp‐ni da veza just euz a justis Doue enhan.


pehini a zo en em roet he‐unan evit hor pec’hejou, evit gallout hon tenna euz ar bed fall‐man, hervez bolontez Doue hon Tad,


Ar C’hrist hen deuz hor prenet euz a valloz al lezen, o veza bet great malloz evidomp; (rag scrivet eo: Milliget eo kement hini a zo staget ouz ar c’hoat);


pehini a zo en em roet he‐unan da rançon evit an holl; hennes eo an desteni roet en he amzer.


pehini a zo en em roet he‐unan evidomp, evit hor prena euz a bep droug hag hor purifia, hag evit ober dezhan he‐unan eur bobl choazet, douget evit an œuvrou mad.


He‐man, o veza ar skeuden euz he c’hloar, hag ar gwir henvele digez anezhan, hag o souten an holl draou dre an nerz euz he gomz, goude beza great dreizhan he‐unan ar burification euz hor pec’hejou, a zo en em azezet a‐zeo d’ar Vajeste divin el leac’hiou huela;


Dre‐ze eo bet red dezhan dond da veza henvel en pep tra ouz he vreudeur; evit ma vije eur beleg‐braz, leun a drugarez, ha fidel en traou a zell ouz Doue, da baea evit pec’hejou ar bobl.


evel‐se ive ar C’hrist, o veza bet offret eur vech evit lemmel kuit pec’hejou kalz a dud, en em ziskouezo eun eil gwech hep pec’hed d’ar re a c’hortoz anezhan evit ar zilvidigez.


mes dre oad precius ar C’hrist, evel euz a eun Oan hep si hag hep tarch e‐bed,


hen pehini hen deuz douget hor pec’hejou en he gorf var ar groaz, evit ma teuimp, o veza maro d’ar pec’hed, da veva d’ar justis, ha dre c’houliou pehini ez oc’h bet pareet.


Rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet eur vech evit ar pec’hejou, an hini a oa just evit ar re injust, evit hon digas da Zoue; o veza bet lakeat d’ar maro hervez ar c’hig, mes beoeet dre ar Spered;


Hen eo ar zacrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou; ha n’e ket hep ken evit hon re‐ni, mes ive evit re ar bed holl.


Hogen, gouzoud a rit penaos Jesus‐Christ a zo deuet evit lemmel hor pec’hejou, ha penaos n’euz ket a bec’hed enhan.


E kement‐man ema ar garantez: n’e ket ni eo hon euz karet Doue, mes Doue eo hen deuz hor c’haret, hag hen deuz digasset he Vab, da eza eur sacrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou.


hag euz a‐berz Jesus‐Christ, an test fidel, ar c’henta ganet a‐douez ar re varo, hag ar Prins euz a rouane an douar.


Trec’het ho deuz anezhan dre oad an Oan, ha dre ar ger da behini ho deuz rentet testeni, ha n’ho deuz ket karet ho buez en tu‐all d’ar maro.


Hag ar re holl a zo o choum var an douar, ha n’eo ket scrivet ho hanoiou, adaleg crouidigez ar bed, el levr a vuez euz an Oan a zo bet lakeat d’ar maro, a adoraz anezhan.


Goude‐ze e selliz, hag e veliz an Oan en he za var menez Sion, ha ganthan kant pevar ha daou‐ugent mil den, pere ho doa hano he Dad scrivet var ho zal.


hennes a evo ive ar gwin euz a goler Doue, gwin pur preparet er c’halir euz he goler, hag e vezo tourmantet en tan hag er soufr, dirag an elez santel, ha dirag an Oan.


Ar re‐ze eo ar re n’int ket bet en em souillet gant merc’hed; rag gwerc’h int. Ar re‐ze eo ar re a heuil an Oan, pe leac’h‐benag ma’z a. Ar re‐ze eo ar re a zo bet prenet a‐douez an dud, evel ar c’henta‐frouez da Zoue ha d’an Oan;


Hag e canent cantic Moises, servicher Doue, ha cantic an Oan, en eur lavaret: Braz hag admirabl eo da oberou, O Aotrou Doue holl‐c’halloudec! Just ha gwir eo da hentchou, O Roue ar zent!


Combatti a raint ouz an Oan, mes an Oan a vezo treac’h dezhe, rag hen eo Aotrou an aotronez, ha Roue ar rouane; hag ar re a zo assambles ganthan eo ar re c’halvet, ar re choazet hag ar re fidel.


En em rejouissomp, ha diskouezomp hon levenez, ha rentomp gloar dezhan; rag deuet eo eured an Oan, hag he bried a zo en em gempennet.


Neuze an eal a lavaraz d’in: Scriv: Eürus ar re a zo galvet d’ar banket euz a eured an Oan! Lavaret a reaz d’in ive: Ar re‐ze eo gwir gomzou Doue.


Moger ar gear he doa daouzec fondation, var bere hanoiou daouzec abostol an Oan.


Ha na antreo ebarz netra a impur, na den hag en em ro d’an traou abominabl ha d’ar gevier; mes ar re‐ze hep‐ken pere a zo scrivet el levr a vuez euz an Oan.


Neuze e teuaz d’am c’havout unan euz ar seiz eal ho doa bet ar seiz scudel leun gant ar seiz gouli diveza, hag e komzaz ouzin, en eur lavaret: Deuz, ha me a ziskouezo d’id ar vreg yaouank, greg an Oan.


Hag e selliz, hag e veliz e‐kreiz an tron hag ar pevar aneval, hag e‐kreiz ar re Ancien, eun Oan pehini a oa eno evel pa vije bet lazet; beza hen doa seiz corn ha seiz lagad, pere eo ar seiz Spered a Zoue, kasset dre ar bed holl.


Ha pa hen doe kemeret al levr, ar pevar aneval hag ar pevar‐varn’ugent den Ancien en em brosternaz dirag an Oan, ha gant pep hini anezhe telennou ha besseliou aour leun a draou a c’houez‐vad, pere eo pedennou ar Zent.


Ha me a zellaz, pa hen doe digoret an Oan arziellou, hag e kleviz unan euz ar pevar aneval o lavaret gant eur vouez evel ar gurun: Deuz, ha gwel.


hag e lavarent d’ar meneziou ha d’ar reier: Kwezit varnomp, ha kuzit ac’hanomp euz a brezans an hini a zo var an tron, hag euz a goler an Oan;


Ha me a lavaraz dezhan: Aotrou, her gouzoud a rez. Hag hen a lavaraz d’in: Ar re‐ze eo ar re a zo deuet er meaz euz an drubuil vraz, hag ho deuz gwalc’het ho zaeou, hag ho deuz gwennet anezhe en goad an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos