Sant Ian 16:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes lavaret em euz deoc’h an traou‐man, evit, pa vezo deuet an amzer, m’ho pezo sonj em euz ho lavaret deoc’h. N’em euz ket ho lavaret deoc’h adaleg ar pen‐kenta, abalamour ma oann assambles ganeoc’h. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me am eus lavaret deoc’h an traoù-se, evit, pa vo deuet an eur, m’ho po soñj em eus o lavaret deoc’h. Ne’m eus ket lavaret anezho deoc’h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc’h. |
Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ha gallout a ra mignoned ar pried en em glac’hari e‐pad ma eman ar pried ganthe? Mes dond a rai an amzer ma vezo lammet ar pried diganthe, ha neuze e iunint.
Ha Jesus a lavaraz dezhe: Daoust ha mignoned ar pried a hell iun e‐pad ma ema ar pried ganthe? E‐keit ha ma ema ar pried ganthe, na hellont ket iun.
hervez ma’z int bet digasset beteg enomp gant ar re ho deuz ho‐unan gwelet anezhe adaleg ar pen‐kenta, hag a zo bet ministred ar Ger;
A‐vreman hen lavaran deoc’h, araog ma c’hoarvezo an dra‐ze; evit pa c’hoarvezo, ma c’hanavezot ac’hanoun evit ar pez ma’z oun.
Ha breman me em euz hen lavaret deoc’h, araog ma c’hoarvezo an dra‐ze, evit ma credot pa vezo c’hoarvezet.
Ha n’hoc’h euz‐hu ket a zonj penaos, pa oann c’hoas ganeoc’h, e lavaren an traou‐man deoc’h?
o c’houzout penaos, hep‐dale e tilezin an danten‐man, hervez ma hen deuz hon Aotrou Jesus‐Christ roet d’in da anaoud.