Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 16:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Mes mond a ran breman da gavoud an hini hen deuz va digasset, hag hini ac’hanoc’h na c’houlen diganen:

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c’haset, hag hini ac’hanoc’h ne c’houlenn diganin: Pelec’h ez ez?

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 16:5
15 Referencias Cruzadas  

Jesus, o c’houzoud hen doa an Tad lakeat pep tra etre he zaouarn, hag e oa deuet euz a Zoue, hag e tistroe da Zoue,


Simon Per a lavaraz dezhan: Aotrou, pe leac’h ez ez‐te? Jesus a respontaz dezhan: Na hellez ket breman va heullia el leac’h ma’z an; mes va heullia a ri divezatoc’h.


Klevet hoc’h euz em euz lavaret deoc’h: Mond a ran kuit, hag e teuan d’ho kavoud adare. Mar karjec’h ac’hanoun, c’houi a vije joaüs abalamour ma em euz lavaret: Mond a ran da gavoud an Tad; rag va Zad a zo brassoc’h eged’oun.


euz ar justis abalamour m’az an da gavout va Zad, ha n’am gwelot mui;


C’hoas eur pennadic amzer, ha n’am gwelot mui; ha c’hoas eur pennadic goude, hag e velot ac’hanoun adare, rag mond a ran da gavoud an Tad.


Ha lod euz he ziskibien a lavaraz an eil d’egile: Petra a lavar deomp: A‐ben eun neubeud amzer n’am gwelot mui, ha: C’hoas eun neubeud amzer goude, e velot ac’hanoun adare; hag an dra‐man: Abalamour ma’z an da gavoud an Tad?


Me a zo deuet euz an Tad, hag ez oun deuet er bed; kuitaad a ran adare ar bed, hag ez an da gavoud an Tad.


Ha breman ez an d’az kavout, hag e lavaran an traou‐man er bed, evit m’ho devezo va joa peur‐leuniet enhe.


Me em euz da c’hlorifiet var an douar; peur‐c’hreat eo ganen an œuvr ez poa roet d’in da ober.


Petra eta a lavarot‐hu mar gwelit Mab an den o pignad el leac’h ma oa diagent?


Setu perag Jesus a lavaraz dezhe: Evit eun neubeud amzer emoun c’hoas ganeoc’h; hag ez an goude da gavoud an hini hen deuz va digasset.


He‐man, o veza ar skeuden euz he c’hloar, hag ar gwir henvele digez anezhan, hag o souten an holl draou dre an nerz euz he gomz, goude beza great dreizhan he‐unan ar burification euz hor pec’hejou, a zo en em azezet a‐zeo d’ar Vajeste divin el leac’hiou huela;


o terc’hel da zellet ouz Jesus, ar mestr hag ar peur‐oberour euz ar feiz, pehini, oc’h ober fae var ar vêz, abalamour d’ar joa a oa kinniget dezhan, hen deuz gouzanvet ar groaz, hag ez eo azezet a‐zeo da dron Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos