Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 13:23 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 Likit evez eta; setu, em euz discleriet deoc’h pep tra en avans.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Bezit war evezh eta, setu, lavaret em eus holl deoc’h a-raok.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 13:23
13 Referencias Cruzadas  

Setu c’houi avertisset breman.


Diwallit ouz ar fals‐profeted, pere a zeu d’ho kavout en gwiskamant denved, mes pere a zo en diabarz bleizi scrapus.


Rag sevel a rai Christed faos ha fals profeted, hag e raint miraclou ha burzudou evit trompla memeus ar re choazet ma vije gallet.


En deiziou‐ze goude an dribulation‐ze, an heol a devalaio, hag al loar na roio ket he sclerijen;


Likit evez, veillit ha pedit; rag na ouzoc’h ket peur e teuio an amzer‐ze.


Ha Jesus, o respont, a gommansaz lavaret: Diwallit na zeufe den d’ho trompla.


Mes likit evez ouzoc’h hoc’h‐unan; rag kas a raint ac’hanoc’h dirag an tribunaliou hag ar sinagogou; skourjezet e viot, ha kasset abalamour d’in dirag ar gouarnerien hag ar rouane, evit rei testeni d’in dirazhe.


Likit eta evez ouzoc’h hoc’h‐unan, gant aoun na zeufe an debauch, ar vezventi ha sourciou ar vuez‐man da bouneraad ho calon, ha na gwezfe an devez‐se varnoc’h heb gouzoud deoc’h.


Hag hen a lavaraz: Diwallit da veza tromplet; rag meur a hini a zeuio em hano, en eur lavaret: Me eo ar C’hrist, hag an amzer a dosta.


Ha breman me em euz hen lavaret deoc’h, araog ma c’hoarvezo an dra‐ze, evit ma credot pa vezo c’hoarvezet.


Rag‐se, breudeur muia‐karet, pere a zo bet berzet, bezit var evez, gant aoun da veza treinet gant tromplerez an dud impi, ha da zond da gweza deuz ho fermder.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos