Sant Ian 13:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhan: An hini a zo bet en dour, n’hen deuz mui ezom e vez gwalc’het dezhan nemed he dreid; ha goude ez eo net holl. Hogen, c’houi a zo net, mes n’oc’h ket holl. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc’het en deus ezhomm e vefe gwalc’het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da-benn. Ha c’hwi a zo glan, met n’oc’h ket holl. |
Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl; gouzoud a ran pere em euz choazet; mes red eo e vez accomplisset ar Scritur: An hini a zebr bara ganen, hen deuz savet he droad a‐enep d’in.
Neuze Simon Per a lavaraz dezhan: Aotrou, n’e ket hep‐ken va zreid, mes ive va daouarn ha va fen.
Mar d’euz eta unan‐benag hag a zo er C’hrist, hennes a zo eur c’hrouadur nevez; an traou koz a zo tremenet; setu deuet pep tra da veza nevez.
Rag an Hini n’hen deuz ket anavezet ar pec’hed, a zo bet tretet ganthan evel pec’her abalamour deomp, evit ma teuimp‐ni da veza just euz a justis Doue enhan.
Evel ma hon euz eta, breudeur muia‐karet, an hevelep promessaou, en em netaomp hon‐unan euz a bep impurete euz ar c’hig hag euz ar spered, o peurachui hor sanctification en doujans Doue.
Ha ra zeuio an Doue a beoc’h he‐unan, d’ho santifia holl, ha ra vezo kement a zo enoc’h, ar spered, an ene hag ar c’horf miret divlam da zonedigez hon Aotrou Jesus‐Christ!
an hini a ra ar servich, o veza ma n’int (gant kig, gant evachou, ha gant a bep seurt gwalc’hadennou), nemed ceremoniou kigus, pere ne oant ordrenet nemed hep‐ken da c’hortoz an amzer ma vije renevezet pep tra.
Hogen, holl e kwezomp var meur a dra. Mar d’euz unan‐benag ha na deu ket da fazia en he gomzou, hennes a zo eun den parfet, hag a zo capabl da zerc’hel he gorf‐holl bridet.