Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 13:18 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl; gouzoud a ran pere em euz choazet; mes red eo e vez accomplisset ar Scritur: An hini a zebr bara ganen, hen deuz savet he droad a‐enep d’in.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 13:18
27 Referencias Cruzadas  

Hag an den hen devezo evit enebourien tud he di he‐unan.


Ha pa oant o tibri, e lavaraz: E gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso.


Mes hen a respontaz: An hini a laka he zorn ganen er plad, hennes eo am zrahisso.


Pa oe deuet an abardaez, e teuaz gant an daouzec.


Ha pa edont ouz taol, o tebri, Jesus a lavaraz: En gwirionez e lavaran deoc’h penaos unan ac’hanoc’h, hag a zo o tibri ganen, a drahisso ac’hanoun.


Hen a respontaz dezhe: Unan euz an daouzec eo, hag a laka he zorn ganen er plad.


Hogen, setu, dorn an hini a drahis ac’hanoun a zo ouz an daolman ganen.


Pa hen doe Jesus lavaret kement‐se, e oe troublet en he spered, hag e roaz an desteni‐man: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso.


Hag an diskibien a zelle an eil ouz egile, o veza ne ouient ket divarben piou e komze.


Jesus a respontaz: An hini a roin dezhan eun tam trempet ganen, hennes eo. Hag o veza trempet eun tam, e roaz anezhan da Judas Iscariot, mab Simon.


N’e ket c’houi hoc’h euz choazet ac’hanoun, mes me eo em euz ho choazet, hag em euz ho lakeat, evit ma’z eot, ha ma tougot frouez, ha ma vezo ho frouez paduz; hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em hano diganthan.


Ma vijec’h euz ar bed, ar bed a garje ar pez a zo dezhan; mes dre n’ez oc’h ket euz ar bed, mes ma em euz ho choazet a‐douez ar bed, dre‐ze ar bed a deu d’ho kasaad.


Mes kement‐se a zo c’hoarvezet, evit ma vezo accomplisset ar gomz a zo scrivet en ho lezen: Va c’haseet ho deuz heb rezon.


E‐pad ma oann ganthe er bed, e tiwallen anezhe en da hano. Miret em euz ar re ec’h euz roet d’in, ha n’euz bet kollet hini anezhe, nemed mab ar gollidigez, evit ma vije accomplisset ar Scritur.


Kement‐man a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar gomz hen doa lavaret Jesus, o tiscleria dre be seurt maro e tlie mervel.


Lavaret a rejont eta an eil d’egile: Na rogomp ket anezhi, mes tennomp d’ar sort da biou e vezo; evit ma vije accomplisset ar gomz‐man euz ar Scritur: Partajet ho deuz va dillad etrezhe, hag ho deuz taolet va zae d’ar sort. Evel‐se e reaz ar zoudarded.


Hogen, an traou‐ze a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar Scritur: Askorn e‐bed dezhan na vezo torret.


Lavaret a reaz dezhan an deirved gwech: Simon, mab Jona, ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Per a oe glac’haret abalamour m’hen doa lavaret evit an deirved gwech: Ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Hag e lavaraz dezhan: Aotrou, te a oar pep tra, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va denved.


Jesus a respontaz dezhan: Ha n’em euz‐me ket ho choazet ho taouzec? hag unan ac’hanoc’h a zo eun diaoul.


Tud breudeur, red e oa ma vije accomplisset ar pez a zo bet profetiset gant ar Spered‐Santel dre c’henou David, divarben Judas, pehini a zo bet rener ar re ho deuz kemeret Jesus.


beteg an deiz ma oe savet en env, goude m’hen doe roet he c’hourc’hemenou, dre ar Spered‐Santel, d’he ebestel hen doa choazet;


Rag n’e ket ni hon‐unan eo a brezegomp, mes Jesus‐Christ an Aotrou; ha ni a zo servicherien deoc’h, abalamour da Jesus.


N’euz crouadur e‐bed hag a vez kuzet dirazhan, mes an holl draou a zo noaz ha dizolo da zaou‐lagad an hini da behini a tleomp renta count.


Hag e lakain he bugale da vervel; hag an holl Ilizou a ouezo penaos ez oun an hini a zont ar c’hroazellou hag ar c’halonou; hag e roin da bep hini ac’hanoc’h hervez he oberou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos