Pa oant en hent, ec’h antreaz en eur bourg, hag eur plac’h hanvet Martha, a zigemeraz anezhan en he zi.
Sant Ian 11:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, Jesus a gare Martha, hag he c’hoar ha Lazar. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha Jezuz a gare Marta hag he c’hoar ha Lazar. |
Pa oant en hent, ec’h antreaz en eur bourg, hag eur plac’h hanvet Martha, a zigemeraz anezhan en he zi.
Mes Martha a oa occupet gant al labour en ti. O veza deuet da gavout Jesus, hou‐man a lavaraz dezhan: Aotrou, ha na velez‐te ket e lez va c’hoar ac’hanoun da zervicha va‐unan? Lavar eta dezhi dond d’am zicour.
Ha Jesus a respontaz dezhi: Martha, Martha, te en em laka en poan hag a gemer sourci gant kalz a draou;
He c’hoarezed eta a gassaz tud da lavaret da Jesus: Aotrou, an hini a gerez a zo klanv.
Koulskoude, pa hen doa klevet penaos e oa klanv, e choumaz daou devez c’hoas el leac’h ma oa.
An diskibien a lavaraz dezhan: Mestr n’euz ket pell ar Judevien a glaske meina ac’hanoud, hag ez ez c’hoas di!
rag an Tad he‐unan a gar ac’hanoc’h, abalamour ma hoc’h euz va c’haret, ha ma hoc’h euz credet ez oun deuet euz a Zoue.
Ha me em euz great dezhe anaoud da hano, hag hen rei a rin da anaoud dezhe, evit ma vezo enhe ar garantez gant pehini ec’h euz va c’haret, ha ma vezin me va‐unan enhe.