Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 11:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Pa glevaz Jesus kement‐se, e lavaraz: Ar c’hlenved‐ze n’eo ket d’ar maro, mes evit gloar Doue, evit ma vezo glorifiet Mab Doue dreizhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Pa glevas Jezuz kement-se e lavaras: Ar c’hleñved-se ne gas ket d’ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma resevo Mab Doue gloar a gement-se.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 11:4
20 Referencias Cruzadas  

Mes mar gran anezhe, ha pa na gredfec’h ket ac’hanoun, credit d’am oberou, evit ma c’hanavezot ha ma credot ema an Tad enoun ha me enhan.


Jesus a respontaz dezhi: Ha n’em euz ket lavaret d’id, penaos mar credez, e veli gloar Doue?


Va Zad, glorifi da hano. Neuze e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz: He c’hlorifiet em euz, hag he c’hlorifia a rin c’hoas.


Jesus a lavaraz an traou‐ze; ha neuze, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, e lavaraz: Va Zad, deuet eo an heur, glorifi da Vab, evit ma c’hlorifio da Vab ac’hanoud;


Ha kement a zo d’in a zo d’id, hag ar pez a zo d’id a zo d’in‐me, hag ez oun glorifiet enhe.


Ha breman, Va Zad, lorifi ac’hanoun, ganez danan, euz ar gloar em boa ganez, araog commansamant ar bed.


Jesus a reaz ar c’henta miracl‐man en Cana kear a C’halile, hag e tiskouezaz he c’hloar; hag he ziskibien a gredaz enhan.


Evit ma teui an holl da henori ar Mab, evel ma c’henoront an Tad. An hini na henor ket ar Mab, na henor ket an Tad hen deuz digasset anezhan.


Jesus a respontaz: Mar en em c’hlorifian va‐unan, va gloar n’eo netra; an hini a c’hlorifi ac’hanoun eo va Zad, an hini a c’halvit ho Toue.


Gervel a rejont eta evit an eil gwech an den a oa bet dall, hag e leverjont dezhan: Rent gloar da Zoue, ni a oar penaos an den‐ze a zo eur pec’her.


Jesus a respontaz: N’eo ket ma hen defe he‐man pec’het, nag he dad nag he vam ken neubeud; mes kement‐se a zo c’hoarvezet evit ma vezo diskouezet oberou Doue enhan.


Her goulen a ran eta: Daoust hag assoupi ho deuz great evit kweza? Doue ra viro! mes dre ho lam eo deuet ar zilvidigez d’ar Jentiled, evit lakaad ar jalouzi da zevel enhe.


o veza leun euz a frouez ar justis dre Jesus‐Christ, evit gloar ha meuleudi Doue.


hervez ar pez a c’hortozan ferm, hag an esperans em euz penaos, na vezin ket mezekeet e tra e‐bed, mes penaos, gant peb assurans, ar C’hrist pehini a zo bet a viskoas glorifiet em c’horf, a vezo c’hoas glorifiet breman, pe dre va buez, pe dre va maro.


pere, dreizhan, a gred en Doue, pehini hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo, hag hen deuz glorifiet anezhan, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperans en Doue.


Mar deu unan‐benag da gomz, ra gomzo hervez an oraclou a Zoue; mar hen deuz unan‐benag eur garg‐benag, ra zeui d’hen ober hervez ar galloud a ro Doue dezhan, evit ma vezo Doue glorifiet en pep tra dre Jesus‐Christ, da behini eo ar gloar hag ar galloud da viken! Amen.


Mar bezit outrajet abalamour da hano ar C’hrist, ez oc’h eürus; rag ar Spered a c’hloar, Spered Doue, a choum varnoc’h. Ar re‐ze a vlasphem anezhan, mes glorifiet eo ganeoc’h‐hu.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos