Sant Ian 11:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) He c’hoarezed eta a gassaz tud da lavaret da Jesus: Aotrou, an hini a gerez a zo klanv. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar c’hoarezed eta a gasas da lavarout dezhañ: Aotrou, setu, an hini a garez a zo klañv. |
Evel‐se e komzaz, ha goude e lavaraz dezhe: Lazar hor mignon a zo kousket; mes me a ia d’hen dihuna.
(Mari eo an hini a eoliaz an Aotrou gant eun eol a c’houez‐vad, hag a zec’haz he dreid dezhan gant he bleo; ha Lazar, he breur, eo a oa klanv.)
Hogen, unan anezhe, an hini a oa karet gant Jesus, a oa ouz taol, harp ouz calen Jesus.
ha dillad gwenn, evit ma vezi gwisket, ha na vezo ket gwelet ar vêz euz da noazder, ha louzou da lakaad ouz da zaou‐lagad, evit ma teui da velet. Repren ha castiza a ran ar re holl em euz karantez evithe; az pez zel eta, ha distro.