Rag he‐man eo an hini divarben pehini hen deuz komzet ar profet Izaias, pa lavaraz: Mouez an hini a gri en dezert: Preparit hent an Aotrou: lakit eün he wenojennou.
Sant Ian 1:23 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hen a lavaraz: Me eo mouez an hini a gri ebarz an dezert: Plenait hent an Aotrou, evel ma hen deuz lavaret ar profet Isaias. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a lavaras: Me eo mouezh an hini a gri el lec’h distro: Grit eeun hent an Aotrou, evel m’en deus lavaret ar profed Izaia. |
Rag he‐man eo an hini divarben pehini hen deuz komzet ar profet Izaias, pa lavaraz: Mouez an hini a gri en dezert: Preparit hent an Aotrou: lakit eün he wenojennou.
Lavaret a rejont eta dezhan: Piou oud‐te? evit ma c’hellimp renta respont d’ar re ho deuz hon digasset. Petra a leverez‐te ac’hanoud da‐unan?
C’houi hoc’h‐unan a zo testou d’in penaos em euz lavaret: N’e ket me eo ar C’hrist, mes digasset oun bet en he raog.