Ha pa oa o lavaret kement‐se dezhe, ar Scribed hag ar Farizianed a gommansaz hen gwaska stard, evit ober dezhan komz var meur a dra, o stigna pechou dezhan,
Mes ar Farizianed ha doctored al lezen, o veza n’int ket bet badezet gant Ian, ho deuz taolet diouthe, evit ho brassa koll, ar volontez‐vad a Zoue en ho c’henver.
Rag gouzoud a reont, abaoe ar pen‐kenta (mar fell dezhe rei testeni var gement‐se), penaos em euz bevet evel eur Farizian, oc’h heuil ar reglen rusta‐ze euz hon relijion.