Araog pep tra, e rentan gras evidoc’h holl d’am Doue, dre Jesus‐Christ, abalamour ma’z eo ho feiz brudet dre ar bed holl.
Filemon 1:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Trugarekaad a ran va Doue, oc’h ober bepred memor ac’hanoud em pedennou; Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Trugarekaat a ran va Doue dalc’hmat, o kaout soñj ac’hanout em pedennoù, |
Araog pep tra, e rentan gras evidoc’h holl d’am Doue, dre Jesus‐Christ, abalamour ma’z eo ho feiz brudet dre ar bed holl.
Renta a reomp grasou da Zoue, Tad hon Aotrou Jesus‐Christ, er pedennou a reomp heb ehan evidoc’h,
Renta a reomp bepred grasou da Zoue evidoc’h holl, oc’h ober memor ac’hanoc’h en hor pedennou;
Trugarekaad a dleomp Doue bepred evidoc’h, breudeur, evel ma’z eo deread, pa’z eo gwir e cresk meurbed ho feiz, ha ma teu da veza brassoc’h ho karantez holl an eil e‐kenver egile,
Trugarekaad a ran Doue pehini a zervichan gant eur goustians pur, evel ma ho deuz great va zadou, rag, nozdeiz, e ran memor ac’hanoud em fedennou,