Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Romaned 1:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Araog pep tra, e rentan gras evidoc’h holl d’am Doue, dre Jesus‐Christ, abalamour ma’z eo ho feiz brudet dre ar bed holl.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Da gentañ e trugarekaan va Doue dre Jezuz-Krist evidoc’h holl, abalamour ma’z eo ho feiz brudet mat dre ar bed holl.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 1:8
25 Referencias Cruzadas  

Hag an aviel‐man euz ar rouantelez a vezo prezeget dre ar bed holl, en testeni d’an holl nationou; ha neuze e teuio ar fin.


En amzer‐ze, e oe embannet eun urz a‐berz Cezar‐Augustus, evit ma vije countet an niver euz an dud a oa var ar bed holl.


Hag unan anezhe, hanvet Agabus, a zavaz, hag a roaz da anaoud dre ar Spered e vije eur gernez vraz dre ar bed holl; ha kement‐se a c’hoarvezaz en amzer Claud‐Cezar.


Koulskoude hon deuz c’hoant da glevet ganez petra ec’h euz da lavaret rag evit al lezen nevez‐ze ec’h ouzomp e komzer a‐enep dezhi dre holl.


Mes me her goulen, ha n’ho deuz‐hi ket her c’hlevet? Eo zur, ho mouez a zo eat dre ar bed holl, hag ho c’homzou beteg ar pennou pella euz ar bed.


Rag anavezet eo gant an holl ez oc’h sentus meurbed; en em rejouissa a ran eta abalamour deoc’h, ha deziroud a ran e vec’h fur e‐kenver ar mad ha pur e‐kenver an drouk.


Mes ra vezo rentet grasou da Zoue, abalamour, goude beza bet esclav d’ar pec’hed, ma hoc’h euz sentet a galon ouz reglen an doctrin a zo bet roet deoc’h.


Trugarekaad a ran va Doue bepred abalamour deoc’h, evit ar c’hras hen deuz roet deoc’h en Jesus‐Christ,


Hogen, ra vezo rentet grasou da Zoue pehini a ra deomp beza bepred treac’h er C’hrist, ha pehini a skuil dre enomp‐ni ar c’houez euz he anaoudegez e peb leac’h.


Abalamour da ze, me ive, o veza klevet komz euz ho feiz en Aotrou Jesus, hag euz ho karantez evit an holl zent,


na baouezan ket da renta grasou evidoc’h, oc’h ober memor ac’hanoc’h em pedennou;


dezhan ar gloar en Iliz, dre Jesus‐Christ, en holl amzeriou, ha da viken! Amen.


rentit grasou bepred evit pep tra da Zoue an Tad, en hano hon Aotrou Jesus‐Christ.


o veza leun euz a frouez ar justis dre Jesus‐Christ, evit gloar ha meuleudi Doue.


Renta a ran grasou d’am Doue, ken alies ha ma teu sonj d’in ac’hanoc’h;


Renta a reomp grasou da Zoue, Tad hon Aotrou Jesus‐Christ, er pedennou a reomp heb ehan evidoc’h,


Renta a reomp bepred grasou da Zoue evidoc’h holl, oc’h ober memor ac’hanoc’h en hor pedennou;


Abalamour da gement‐man ive, e rentomp grasou da Zoue heb ehan, o veza, pa hoc’h euz recevet diganeomp Ger Doue pehini a brezegomp, ma hoc’h enz hen recevet, nann evel ger an dud, mes (evel ma’z eo en gwirionez) Ger Doue, pehini a labour gant nerz enoc’h‐c’houi pere a gred.


Trugarekaad a dleomp Doue bepred evidoc’h, breudeur, evel ma’z eo deread, pa’z eo gwir e cresk meurbed ho feiz, ha ma teu da veza brassoc’h ho karantez holl an eil e‐kenver egile,


Trugarekaad a ran Doue pehini a zervichan gant eur goustians pur, evel ma ho deuz great va zadou, rag, nozdeiz, e ran memor ac’hanoud em fedennou,


Trugarekaad a ran va Doue, oc’h ober bepred memor ac’hanoud em pedennou;


Offromp eta heb ehan da Zoue, dre Jesus, eur sacrifis a veuleudi, da lavaret eo, ar frouez euz muzellou hag a anzav he hano.


c’houi ive, evel mein beo, a zo savet, evit beza eun ti spirituel, eur velegiach santel, evit offr sacrifisou spirituel agreabl da Zoue, dre Jesus‐Christ.


Mar deu unan‐benag da gomz, ra gomzo hervez an oraclou a Zoue; mar hen deuz unan‐benag eur garg‐benag, ra zeui d’hen ober hervez ar galloud a ro Doue dezhan, evit ma vezo Doue glorifiet en pep tra dre Jesus‐Christ, da behini eo ar gloar hag ar galloud da viken! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos