Hag hen a lavaraz dezhe: Penaos eta e c’halv David anezhan, dre ar Spered, he Aotrou, en eur lavaret: An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou:
Apocalyps 1:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ravisset e oenn a spered da zeiz an Aotrou, hag e kleviz adre d’in eur vouez vraz, evel hini eun drompil, Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ e voen estlammet er spered da zeiz an Aotrou, hag e klevis a-dreñv din ur vouezh kreñv evel hini un drompilh, |
Hag hen a lavaraz dezhe: Penaos eta e c’halv David anezhan, dre ar Spered, he Aotrou, en eur lavaret: An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou:
Var ar pardaez euz an deiz‐ze, a oa ar c’henta euz ar sizun, an norojou euz al leac’h ma oa assamblet enhan an diskibien, o veza serret, gant aoun rag ar Judevien, Jesus a zeuaz, hag en em brezantaz en ho c’hreiz, hag a lavaraz dezhe: Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h!
Eiz deiz goude, he ziskibien a oa adare en ti, ha Thomas a oa ganthe. Jesus a zeuaz, an norojou o veza serret, hag en em zalc’haz en ho c’hreiz hag a lavaraz: Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h!
D’an deiz kenta euz ar sizun, pa oa an diskibien dastumet evit terri ar bara, Paol, pehini a dlie mond kuit an deiz varlerc’h, a brezege dezhe, hag ec’h astennaz he brezegen beteg hanter‐noz.
Rag‐se e tisclerian deoc’h penaos den e‐bed, o komz dre Spered Doue, na lavar ez eo Jesus milliget, ha penaos den na hell lavaret eo Jesus an Aotrou, nemed dre ar Spered‐Santel.
D’an deiz kenta euz a bep sizun, ra lako pep hini ac’hanoc’h a‐gostez en he di eun dra‐benag, o tastum ar pez a hello, hervez he c’hounidegez, evit na vezo ket ar gest da ober, pa erruin.
Hag e kassaz ac’hanoun dre ar spered ebarz an dezert; hag e veliz eur vaouez azezet var eul loen liou an tan, leun a hanoiou a vlasphem, hag he doa seiz pen ha deg corn.
Hag e tougaz ac’hanoun en spered var eur menez braz hag huel, hag e tiskouezaz d’in ar gear vraz, ar Jerusalem zantel, o tisken euz an env a‐berz Doue, ha gloar Doue ganthi.