Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 17:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Hag e kassaz ac’hanoun dre ar spered ebarz an dezert; hag e veliz eur vaouez azezet var eul loen liou an tan, leun a hanoiou a vlasphem, hag he doa seiz pen ha deg corn.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Eñ a gasas ac’hanon er spered en ul lec’h distro. Hag e welis ur wreg azezet war ul loen a liv tane, leun a anvioù a vallozh, o kaout seizh penn ha dek korn.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 17:3
26 Referencias Cruzadas  

Ha goude beza divisket anezhan, e lekejont en‐dro dezhan eur vantel bourpr.


Mes pa oent deuet er meaz euz an dour, Spered an Aotrou a zavaz Philip ac’hane, hag an eunuk n’hen gwelaz ken, hamond a reaz en he hent laouen braz;


an enebour hag an hini a zav dreist kement a c’halver Doue, pe a adorer, beteg dond da azeza evel Doue en templ Doue, o lavaret he‐unan ez eo Doue . . . .


Ravisset e oenn a spered da zeiz an Aotrou, hag e kleviz adre d’in eur vouez vraz, evel hini eun drompil,


Mes roet e oe d’ar vreg diou‐askel an egl braz, evit ma c’halje nijal d’an dezert, d’he flas he‐unan, e pe leac’h e oe maget e‐pad eun amzer, hag amzeriou, hag an hanter euz a eun amzer, pell diouz prezans ar serpant.


Eur sin all a oe gwelet ive en env: setu eun aerouant braz liou an tan, hag hen doa seiz pen ha deg corn, ha seiz curunen var he bennou;


hag ar vreg a dec’haz en eun dezert, en pe leac’h hen doa preparet Doue eur plas dezhi, evit ma vije maget eno e‐pad mil daou c’hant ha tri‐ugent devez.


Hogen, ar vaouez ec’h euz gwelet, eo ar gear vraz pehini a ren var rouane an douar.


Ar vaouez a oa gwisket gant dillad a liou pourpr ha tan, ornet gant aour, gant mein pricius ha gant perlez; beza e oa ganthi en he dorn eur c’halir aour, leun a abominationou hag a louzdoniou he micher mezus.


Marc’hadourez aour hag arc’hant, mein pricius, perlez, lien fin, pourpr, sei ha tane, pep seurt coat a c’houez‐vad, pep seurt meubl great gant oliphant, gant coat koustus braz, arm,


hag o lavaret: Malheur! Malheur! ar gear vraz, pehini a oa gwisket gant lien fin, gant dillad pourpr ha liou tan, ornet gant aour, mein pricius ha perlez! Rag en eur ober eun heur an holl binvidigezou‐ze a zo bet distrujet!


Hag e tougaz ac’hanoun en spered var eur menez braz hag huel, hag e tiskouezaz d’in ar gear vraz, ar Jerusalem zantel, o tisken euz an env a‐berz Doue, ha gloar Doue ganthi.


Ha kerkent e oenn ravisset en spered; hag e veliz eun tron savet en env, hag unan azezet var an tron‐ze.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos