Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 17:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 gant pehini rouane an douar ho deuz great traou mezus, ha pehini he deuz mezviet habitanted an douar gant ar gwin euz he lubricite.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Rouaned an douar o deus graet gastaouerezh ganti, ha mezvet he deus ar re a chom war an douar gant gwin he gastaouerezh.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 17:2
14 Referencias Cruzadas  

An holl a zervich da genta ar gwin mad, ha pa ho deve an dud evet kalz, neuze e servichont an hini falloc’h; mes te ec’h euz miret ar gwin mad bete vreman.


Hag eun eal all a heulliaz anezhan, en eur lavaret: Kwezet eo, kwezet eo, Babylon, ar gear vraz, abalamour ma he deuz roet da eva d’an holl nationou ar gwin euz he lubricite diroll.


Ar memeus mennoz ho deuz, hag e roint ho galloud hag ho nerz d’al loen.


Rag Doue hen deuz lakeat en ho c’halonou ober he volontez, ha kaoud ar memeus mennoz, ha rei ar rouantelez d’al loen, bete ma vezo accomplisset komzou Doue.


Ha var he zal e oa scrivet eun hano: Myster, Babylon, ar gear vraz, mam an dud lubric hag abominationou an douar.


Al loen ec’h euz gwelet, a zo bet ha n’eo mui; dleoud a ra sevel euz an abim, ha mond da goll; hag an dud euz an douar, euz a bere an hanoiou n’int ket scrivet el levr ar vuez, adaleg crouidigez ar bed, a vezo souezet, o velet al loen, rag bet eo ha n’eo mui, daoust ha ma’z eo.


Ar sclerijen euz ar goulou na skedo mui enoud, ha mouez an ozac’hyaouank hag ar vreg‐yaouank na vezo mui klevet enoud; rag da varc’hadourien a oa ar re vraz euz an douar; rag dre da zorselachou an holl nationou a zo bet tromplet;


Rag an holl nationou ho deuz evet euz a win a fulor euz he lubricite, ha rouane an douar a zo en em roet d’al lubricite ganthi; ha marc’hadourien an douar a zo en em binvidikeet gant an abondans euz he zraou kaer.


Ha rouane an douar, pere ho deuz great impurete ha bevet en dilisou ganthi, a ouelo dezhi, hag a skoio var boul ho c’halon abalamour dezhi, pa velint ar moged euz an tan a zev anezhi.


Setu, ez an da deuler anezhi var eur gwele a boan; hag ar re a ra avoultriach ganthi a vezo en eun affliction vraz, mar ne deuont ket da zistrei deuz ho oberou.


Abalamour ma ec’h euz miret ar ger euz va fatianted, me ive a viro ac’hanoud euz a heur an dentation pehini a dle dond var ar bed holl, evit amprouv ar re a zo o choum var an douar.


N’ho doe ket a geuz euz ho lazerezou, nag euz ho zorselachou, nag euz ho libertinach, nag euz ho laeronsiou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos