Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 3:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Hemañ a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar re en em zalc'he dirazañ: Lamit e zilhad lous diwarnañ. Hag e lavaras: Gwel, graet em eus da'z tireizhder mont kuit diwarnout, hag e wiskan ac'hanout gant dilhad kaer.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 3:4
34 Referencias Cruzadas  

Neuze e lavaras David da Natan: Pec'het em eus dirak an AOTROU! Hag e lavaras Natan da Zavid: An AOTROU en deus pellaet da bec'hed, ne varvi ket,


Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.


Va glana eus va fec'hed gant ar sikadez hag e vin naet, va gwalc'h hag e vin gwennoc'h eget an erc'h.


Me eo an hini a ziverk da zisentidigezh abalamour din-me, ha ne'm bo ken soñj eus da bec'hedoù.


Diverket em eus da zrougoberoù evel ur goabrenn deñval, ha da bec'hedoù evel ur goumoulenn. Distro davedon, rak da zasprenet em eus.


Dihun! Dihun! Gwisk da nerzh, Sion! Gwisk dilhad da c'hloar, Jeruzalem kêr santel! Rak hiviziken ned aio ket ennout ar re ziamdroc'h hag ar re zic'hlan.


Laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac'h nevez gant he bravigoù.


evit embann da re Sion a zo e kañv ez eo roet dezho ur gurunenn e-lec'h ludu, eoul a levenez e-lec'h kañvoù, ur vantell a veuleudi e-lec'h ur spered mantret, ken ma vint anvet dervennoù ar reizhder, plantadeg an AOTROU, evit ma resevo-eñ gloar.


Goude ma voe cheñchet e zilhad prizonier dezhañ, e tebras dalc'hmat dirazañ e-pad holl amzer e vuhez.


Skuilhañ a rin warnoc'h doureier glan, hag e viot glanaet. Ho klanaat a rin eus hoc'h holl loustoni hag eus hoc'h holl idoloù.


Pa vo deuet an aberzhourien e-barzh, ned aint ket eus al lec'h santel d'al leurenn diavaez, met eno e lezint o dilhad ma reont ar servij ganto, rak santel int, hag e wiskint dilhad all evit tostaat ouzh ar bobl.


Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.


C'hoazh en devo truez ouzhimp, dindan e dreid e lakaio hor pec'hedoù. Ya, teurel a ri o holl bec'hedoù e foñs ar mor.


Diskouez a reas din Jozue an aberzhour-meur, en e sav dirak ael an AOTROU, ha Satan en em zalc'he a-zehou dezhañ, evit e damall.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mar kerzhez em hentoù ha mar mirez ar pezh a fell din e vefe miret, e varni va zi hag e tiwalli va leurioù, hag e roin dit digor frank e-touez ar re-se en em zalc'h amañ.


Rak setu diwar-benn ar maen am eus lakaet dirak Jozue: war ar maen-se hepken ez eus seizh lagad. Setu ez an da engravañ ar pezh a dle bezañ engravet warnañ, eme AOTROU an armeoù, hag e lamin en un devezh direizhder ar vro-mañ.


Ar roue, o vezañ deuet evit gwelout ar re a oa ouzh taol, a welas eno un den n’en doa ket gwisket un dilhad eured.


An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue. Degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c’heloù mat-mañ.


Met an tad a lavaras d’e vevelien: Degasit ar sae gaerañ hag he gwiskit dezhañ, lakait ur walenn ouzh e viz ha botoù en e dreid.


An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.


reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist, evit ar re holl ha war ar re holl a gred. Rak n’eus diforc’h ebet,


Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.


Hag evel-se e oa hiniennoù ac’hanoc’h. Met gwalc’het oc’h bet, met santelaet oc’h bet, met reishaet oc’h bet en anv an Aotrou Jezuz hag e Spered hon Doue.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


hag o vezañ gwisket an den nevez a zo nevesaet en anaoudegezh, hervez skeudenn e Grouer.


dre ma vin trugarezus e-keñver o direizhder ha ne’m bo ken soñj eus o fec’hedoù nag eus o fallentezioù.


Me a sellas hag a glevas mouezh kalz a aeled en-dro d’an tron, ar bevien hag an henaourien, hag an niver anezho a oa eus dekviliadoù a zekviliadoù ha miliadoù a viliadoù.


Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos