Zakaria 3:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
5 Ha me a lavar: Ra vo lakaet un diarenn naet war e benn! Hag e voe lakaet un diarenn naet war e benn, ha gwisket dezhañ dilhad. Ael an AOTROU en em zalc'he eno.
Laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac'h nevez gant he bravigoù.
Pa vo deuet an aberzhourien e-barzh, ned aint ket eus al lec'h santel d'al leurenn diavaez, met eno e lezint o dilhad ma reont ar servij ganto, rak santel int, hag e wiskint dilhad all evit tostaat ouzh ar bobl.
ar pevar henaour warn-ugent a zaouline dirak an hini a oa azezet war an tron, hag a azeule an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù, hag a daole o c’hurunennoù dirak an tron en ur lavarout:
En-dro d’an tron e oa pevar dron warn-ugent, hag e welis war an tronioù-se pevar henaour warn-ugent azezet, gwisket gant dilhad gwenn, gant kurunennoù aour war o fennoù.