Neuze Zorobabel mab Salatiel ha Jezua mab Jozadak a savas, hag en em adlakajont da sevel ti Doue a zo e Jeruzalem; ha ganto e oa profeded Doue, ouzh o skoazell.
AOTROU Doue Israel, te a zo reizh! Menel a reomp ur restad ac'hanomp oc'h achap, evel ma vez gwelet hiziv. Setu ni dirak da zremm gant hor pec'hed, ha ne c'hellfemp ket chom dirazout en abeg da-se.
p'en devo an AOTROU gwalc'het hudurnez merc'hed Sion, ha glanaet Jeruzalem diouzh ar gwad a zo en he c'hreiz, dre ar spered a reizhder ha dre ar spered a guzum.
Deuet out a-ziarbenn d'an hini a laouena oc'h ober ar reizhder, ha d'ar re a gerzh ez hentoù o kaout soñj ac'hanout. Setu, erezet out bet rak pec'het hon eus abaoe pell, met salvet e vimp.
Deuet omp holl da vezañ evel un den dic'hlan, hag hon holl reizhder evel un dilhad saotret. Goeñvet omp holl evel un delienn, hag hon direizhder hor c'has gantañ evel an avel.
Va Doue, ro da skouarn ha selaou, digor da zaoulagad ha sell ouzh hor glac'har hag ouzh ar gêr ma'z eo galvet da anv warni. Rak n'eo ket abalamour d'hor reizhder e kinnigomp hor goulennoù dirak da zremm, met abalamour da'z trugarezioù bras.