Ha bremañ e teu d'ho soñj derc'hel dirak rouantelezh an AOTROU, a zo etre daouarn mibien David. C'hwi a zo un niver bras, ha ganeoc'h emañ al leueoù aour en deus graet deoc'h Jeroboam evit bezañ ho toueoù.
En em zastumit ha deuit, tostait a-unvan, c'hwi hag a zo en em dennet eus ar broadoù. N'anavezont netra ar re a zoug koad o skeudenn gizellet, hag a gas o fedenn d'un doue na savete ket.
Da avoultriezh ha da c'hourriziadennoù, brasted da c'hastaouerezh war ar c'hrec'hiennoù ha war ar maezioù, da euzhusted, o gwelet em eus. Gwalleur dit, Jeruzalem! Betek pegoulz e vi dic'hlan?
Tud Samaria a vo spouronet abalamour da leueoù Betaven. Rak ar bobl a raio kañv warno, hag o aberzhourien a greno evit o gloar a ya da vont kuit eus o c'hreiz.
Uhellec'hioù Aven, pec'hed Israel, a vo distrujet. Ar spern hag an askol a gresko war o aoterioù, hag e lavarint d'ar menezioù: Goloit ni! ha d'ar c'hrec'hiennoù: Kouezhit warnomp!
Ha bremañ e kendalc'hont da bec'hiñ, gant o arc'hant o deus graet skeudennoù teuzet, idoloù hervez o ijin ha n'int nemet labour a vicherourien. Diwar o fenn e lavaront: Ra boko d'al leueoù ar re a aberzh!
Hec'h holl skeudennoù kizellet a vo bruzunet, holl c'hoproù he gastaouerezh a vo devet en tan, hec'h holl idoloù a vo distrujet. Rak dastumet he deus anezho gant gopr he gastaouerezh, hag e tistroint da vezañ gopr ur c'hast.
rak un tan a zo bet enaouet em c'hounnar, hag e tevo betek foñs lec'h ar marv, hag e losko an douar hag e frouezh, hag ec'h entano diazezoù ar menezioù.