Ozea 8:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
4 Graet o deus rouaned, met nann eus va ferzh, pennoù, met hep gouzout din. Graet o deus doueoù gant o arc'hant hag o aour, setu perak e vint lamet kuit.
Ar roue, o vezañ kemeret kuzul, a reas daou leue aour, hag a lavaras d'ar bobl: A-walc'h ez oc'h pignet da Jeruzalem, setu da zoueoù, o Israel, ar re o deus da lakaet da bignat eus bro Ejipt.
Evel ma vije bet nebeut a dra dezhañ kerzhout e pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, e kemeras da wreg Jezabel merc'h Etbaal, roue ar Sidoniz, hag ez eas da servijañ Baal ha da stouiñ dirazañ.
Ar roue Nebukadnezar a reas un delwenn aour, uhel a dri-ugent ilinad ha ledan a c'hwec'h ilinad. Hag e savas anezhi e plaenenn Dura, e proviñs Babilon.
Ha bremañ e kendalc'hont da bec'hiñ, gant o arc'hant o deus graet skeudennoù teuzet, idoloù hervez o ijin ha n'int nemet labour a vicherourien. Diwar o fenn e lavaront: Ra boko d'al leueoù ar re a aberzh!
Pa vo savet mestr an ti ha p’en devo prennet an nor, ha p’en em lakaot, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc’h: N’ouzon ket a-belec’h ez oc’h.
met bremañ pa hoc’h eus anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c’hoazh d’ar c’hentañ kentelioù dinerzh ha paour-se a fell deoc’h en em lakaat dindano a-nevez?