Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 2:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Breutait a-enep ho mamm, breutait, rak n'eo ket va gwreg, ha n'on ket he gwaz. Ra lamo he gastaouerezh a-zirazi hag hec'h avoultriezh diouzh he divronn,

Ver Capítulo Copiar




Ozea 2:2
22 Referencias Cruzadas  

Sevel a raio ar banniel etrezek ar broadoù, dastum a raio re dec'het Israel, hag e vodo re stlabezet Juda, eus pevar c'horn an douar.


Evel-henn e komz an AOTROU: Pelec'h emañ ar skrid a dorr-dimeziñ eus ho mamm, am eus kaset kuit anezhi drezañ? Piv eo an hini eus va c'hredourien am eus gwerzhet ac'hanoc'h dezhañ? Setu, en abeg d'ho pec'hedoù ez oc'h bet gwerzhet, en abeg d'ho mankoù eo bet kaset kuit ho mamm.


Youc'h a-leizh-korzenn, na zalc'h ket, sav da vouezh evel ur shofar, disklêr da'm fobl o disentidigezh, ha da di Jakob o fec'hedoù.


Lavar: Selaouit komz an AOTROU, rouaned Juda ha tud Jeruzalem: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war al lec'h-mañ un droug a dinto e divskouarn kement hini a glevo diwar e bouez.


Kae ha youc'h ouzh divskouarn Jeruzalem, o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Soñj am eus ac'hanout, eus hegarated da yaouankiz, eus karantez da zimeziñ, pa zeues war va lerc'h er gouelec'h, en un douar na veze ket hadet.


Lavaret eo: Mar kas un den e wreg kuit, hag o vezañ aet digantañ, ma teu houmañ da vezañ d'ur gwaz all, hag e tistroio c'hoazh d'he c'havout? Ha ne vefe ket e gwirionez saotret ar vro? Ha te ac'h eus gastaouet gant meur a amourouz; koulskoude, distro ouzhin, eme an AOTROU.


Anzav da zireizhder, ma'z out en em savet a-enep an AOTROU da Zoue, ma ec'h eus troet amañ-ahont da gammedoù etrezek an diavaezidi dindan pep gwezenn c'hlas, ha ma ne'c'h eus ket selaouet va mouezh, eme an AOTROU.


En deizioù-se ti Juda a gerzho gant ti Israel, hag e teuint a-gevret eus bro an hanternoz d'ar vro am eus roet evel hêrezh d'ho tadoù.


Kemeret ec'h eus da vibien ha da verc'hed az poa ganet din, hag aberzhet ec'h eus anezho da vezañ lonket. Ha re nebeut e oa da c'hastaouerezh?


e digor kement straed ec'h eus savet da uhellec'h ha dizenoret da gaerded, rak digoret ec'h eus da dreid da bep tremeniad ha liesaet da c’hastaouerezh.


Ha ne varni ket anezho, mab an den, ha ne varni ket anezho? Ro da anavezout dezho euzhusterioù o zadoù,


Ha lavaret em eus diwar-benn an hini koshaet gant an avoultriezh: Hag e talc'hint bremañ da c'hastaouiñ ganti, hag hi ganto?


Met tud reizh o barno, evel ma vez barnet avoultrerezed hag evel ma vez barnet ae re a skuilh gwad, rak avoultrerezed ez int ha gwad a zo war o daouarn.


Pa en em lakaas an AOTROU da gomz dre Ozea, an AOTROU a lavaras da Ozea: Kae, kemer evidout ur vaouez a c'hastaouerezh ha bugale a c'hastaouerezh, rak ar vro ne ra nemet gastaouiñ, pell diouzh an AOTROU.


Lavarit d'ho preudeur: Ammi, ha d'ho c'hoarezed: Rukama.


O mamm he deus gastaouet, an hini he deus o c'hoñsevet a zo en em dizenoret, rak lavaret he deus: Mont a rin war-lerc'h va amourouzien, a ro din va bara ha va dour, va gloan ha va lin, va eoul ha va evaj.


Kouezhañ a ri war an deiz, hag ar profed a gouezho ganit d'an noz, hag e tistrujin da vamm.


An hini a ra an toull-freuz a bigno dirazo. Lammat a raint, tremen a raint dre an nor, hag ez aint er-maez. O roue a gerzho dirazo, hag an AOTROU a vo en o fenn.


Dre-se n’anavezomp ken den hervez ar c’hig bremañ. Ha zoken mar hon eus anavezet Krist hervez ar c’hig, bremañ n’anavezomp ken anezhañ en doare-se.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos