Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 2:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Lavarit d'ho preudeur: Ammi, ha d'ho c'hoarezed: Rukama.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 2:1
17 Referencias Cruzadas  

me a vennigo ac'hanout a-dra-sur, hag e kreskin da lignez a-dra-sur evel stered an neñvoù hag evel an traezh a zo war vord ar mor, ha da'z lignez e vo dalc'h dor hec'h enebourien.


Met setu an emglev a ziazezin gant ti Israel goude an deizioù-se, eme an AOTROU: Lakaat a rin va lezenn en o c'hreizon hag e skrivin anezhi war o c'halon, hag e vin o Doue hag e vint va fobl.


Hag e vint va fobl hag e vin o Doue.


Rak Israel ha Juda n'int ket dilezet gant o Doue, AOTROU an armeoù, daoust d'o bro bezañ leuniet a dorfedoù dirak Sant Israel.


evit ma gerzhint em reolennoù ha ma virint va barnedigezhioù ha ma raint hervezo; hag e vint va fobl, hag e vin o Doue


Liesaat a rin warnoc'h an dud hag al loened, a gresko hag a frouezho. Me a raio deoc'h bezañ o chom evel gwechall, hag e rin deoc'h muioc'h a vad eget en deroù, hag e ouiot ez on me an AOTROU.


Hag e viot o chom er vro am eus roet d'ho tadoù, hag e viot va fobl hag e vin ho Toue.


Va zabernakl a vo en o zouez, hag e vin o Doue, hag e vint va fobl.


Breutait a-enep ho mamm, breutait, rak n'eo ket va gwreg, ha n'on ket he gwaz. Ra lamo he gastaouerezh a-zirazi hag hec'h avoultriezh diouzh he divronn,


Hag e hadin anezhi evidon en douar. Hag em bo truez ouzh Lo-Rukama, hag e lavarin: Va fobl, da Lo-Ammi. Hag e lavarint din: Va Doue!


An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.


Dre-se, o kaout ar ministrerezh-mañ hervez an drugarez a zo bet graet deomp, ne gollomp ket kalon.


me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezañ en diskredoni,


c’hwi ha ne oac’h ket gwechall ur bobl met a zo bremañ pobl Doue, c’hwi ha n’ho poa ket kavet trugarez met hoc’h eus kavet bremañ trugarez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos