An AOTROU a zeu er-maez evel un den kreñv, atizañ a ra e c'hred evel un den a vrezel, leuskel a ra kriadennoù ha youc'hadennoù, trec'hiñ a ra war e enebourien.
Setu perak leon ar c'hoad a lazh anezho ha bleiz ar gouelec'h o distruj; al loupard a zo war-c'hed a-enep o c'hêrioù, an neb a zeuio er-maez diouto a vo lonket, rak kresket o deus o disentidigezh ha kennerzhet o dianzavadur.
Lavarout a reas: An AOTROU a yudo eus Sion, hag e lakaio e vouezh da vezañ klevet eus Jeruzalem; peurvanoù ar vêsaerien a vo e kañv, ha lein ar C'harmel a zisec'ho.
Al loen a welis a oa heñvel ouzh ul loupard, e dreid a oa evel re un arzh, e c’henoù evel genoù ul leon. An aerouant a roas dezhañ e nerzh, e dron hag ur galloud bras.