Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ozea 13:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 O gwalc'h o deus bet en o feurvanoù, o gwalc'h o deus bet hag o c'halon a zo savet. Neuze o deus va ankounac'haet.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 13:6
23 Referencias Cruzadas  

N'o deus ket da servijet e-pad o rouantelezh hag e-kreiz ar madoù bras az poa roet dezho, er vro frank ha druz az poa lakaet en o dalc'h, ha n'int ket distroet diouzh o oberoù fall.


An hini drouk a lavar gant fae: Ne vo enklask ebet! E holl soñjoù eo n'eus Doue ebet.


gant aon na douellfen er fonnusted ha na lavarfen: Piv eo an AOTROU? Ha gant aon na laerfen er baourentez ha na gemerfen anv va Doue en aner.


Ankounac'haet ec'h eus Doue da silvidigezh, ne'c'h eus ket bet soñj eus roc'h da nerzh, hag en abeg da-se e plantez plantennoù plijus hag e hadez bodoù estren.


Perak e pardonin dit? Da vibien o deus va dilezet, hag e touont dre ar pezh n'eo ket doue. Me am eus roet dezho o gwalc'h, hag o deus graet avoultriezh, aet int a-vernioù da di ar c'hast.


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec'h eus va ankounac'haet ha va zaolet a-drek da gein, doug te ivez ar boan eus da zrougiezh hag eus da c'hastaouerezh.


Dre vraster da furnez ha dre da genwerzh ec'h eus kresket da binvidigezhioù, hag en abeg da'z pinvidigezhioù eo en em uhelaet da galon.


Israel a zo ur winienn c'houllo a zoug kalz a frouezh evitañ e-unan. Hervez fonnuster e frouezh en deus lieskementet an aoterioù, hervez madelezh e zouar en deus kaeraet e beulioù.


Efraim a zo ur marc’hadour en deus balañsoù faos en e zaouarn. Plijout a ra dezhañ touellañ.


Hag e kastizin anezhi evit deizioù ar Baaloù, pa lakae da vogediñ evito, pa en em fiche gant he lagadennoù hag he c'helc'hennoù, pa'z ae war-lerc'h hec'h amourouzien ha va ankounac'hae, eme an AOTROU.


Redek a raio war-lerc'h hec'h amourouzien, met n'o zapo ket; o c'hlask a raio, met n'o c'havo ket. Neuze e lavaro: Mont a rin hag e tistroin da gavout va gwaz kentañ, rak neuze e oan eürusoc'h eget bremañ.


Va fobl a zo distrujet dre zianaoudegezh. Pa ec'h eus taolet kuit an anaoudegezh, me az taolo kuit ivez, ha ne vi ken aberzhour dirazon. Pa ec'h eus ankounac'haet lezenn da Zoue, me ivez a ankounac'haio da vibien.


Seul vui o deus kresket, seul vui o deus pec'het a-enep din. Eskemmañ a rin o gloar ouzh dismegañs!


Rak me a vo evel ul leon evit Efraim, hag evel ul leonig evit ti Juda: Me, me a rogo! Hag ez in kuit. Dougen kuit a rin, hep na vo den da zieubiñ.


Ne griont ket a galon etrezek ennon pa hirvoudont war o gweleoù. En em vodañ a reont evit gwinizh ha gwin, hag e tistroomp diouzhin.


Israel en deus ankounac'haet an hini en deus e grouet, hag e sav palezioù. Ha Juda en deus savet meur a gêr greñv. Met me a gaso e kêrioù hemañ un tan a lonko palezioù hennezh.


Graet o deus rouaned, met nann eus va ferzh, pennoù, met hep gouzout din. Graet o deus doueoù gant o arc'hant hag o aour, setu perak e vint lamet kuit.


Dilezet ec'h eus ar roc'h en eus da c'hanet, ankounac'haet ec'h eus an Doue en deus da stummet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos