Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Niveroù 8:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Setu penaos e oa graet ar c'hantolor: en aour e oa, graet gant ar morzhol, betek e droad, betek e vleunioù, e oa graet gant ar morzhol; graet e voe ar c'hantolor hervez ar skouer en doa diskouezet an AOTROU da Voizez.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 8:4
11 Referencias Cruzadas  

Hag e ri daou cherubin aour. O ober a ri gant ar morzhol, e daou benn al lec'h-a-drugarez.


Ober a reot anezhañ hervez skouer an tabernakl hag hervez skouer e holl draoù ez an da ziskouez dit.


Sevel a ri an tabernakl hervez ar skouer a zo bet diskouezet dit war ar menez.


Hag e reas daou cherubin aour. Ober a reas anezho gant ar morzhol, e daou benn al lec'h-a-drugarez,


Aaron a reas evel-se, enaouiñ a reas al lampoù tuet dirak ar c'hantolor, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


hag a ra ur servij, eiladur ha skeud eus an traoù neñvel, hervez an urzh roet gant Doue da Voizez pa dlee sevel an tabernakl, rak lavaret eo bet dezhañ: Laka evezh d’ober pep tra hervez ar skouer a zo bet diskouezet dit war ar menez.


Ret e oa eta da skeudenn an traoù a zo en neñvoù bezañ glanaet en doare-se, met ret e oa d’an traoù neñvel o-unan bezañ glanaet gant aberzhoù kalz gwelloc’h c’hoazh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos