Setu penaos e oa graet ar c'hantolor: en aour e oa, graet gant ar morzhol, betek e droad, betek e vleunioù, e oa graet gant ar morzhol; graet e voe ar c'hantolor hervez ar skouer en doa diskouezet an AOTROU da Voizez.
En amzer-se an AOTROU a zispartias meuriad Levi evit dougen arc'h emglev an AOTROU, evit en em zerc'hel dirak an AOTROU, evit e servijañ hag evit bennigañ en e anv, betek hiziv.