En em dennit, en em dennit, it er-maez ac'hano! Na stokit ouzh netra dic'hlan! It kuit eus he c'hreiz! En em c'hlanait, c'hwi hag a zoug listri an AOTROU!
Diouzh an hanter degouezhet da vibien Israel e kemeri unan diwar hanter-kant, diwar an dud, diwar an ejened, diwar an ezen, diwar an deñved, diwar an holl loened, hag e roi anezho d'al Levited o deus an diwall eus tabernakl an AOTROU.
Goude m'o devo echuet Aaron hag e vibien da c’holeiñ ar santual ha traoù ar santual, pa'z aio ar c'hamp kuit, mibien Kehad a zeuio evit o dougen. Met ne stokint ket ouzh an traoù santel gant aon na varvfent. Setu karg mibien Kehad e-keñver teltenn an engalv.