Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Niveroù 3:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Evel-se e roi al Levited da Aaron ha d'e vibien; roet e vint dezhañ a-berzh mibien Israel.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 3:9
15 Referencias Cruzadas  

Lavarout a reas: Arc'h Doue ne zle bezañ douget nemet gant al Levited, rak an AOTROU en deus dibabet anezho evit ober he servij da viken.


Setu neuze ar re a servije gant o mibien. A-douez mibien ar Geatited: Heman ar c'haner, mab Joel, mab Samuel,


Netiniz, mibien Zika, mibien Hazufa, mibien Tabbaod,


Hag e lakajont an aberzhourien en o renkoù, hag al Levited en o rannoù, evit servij Doue e Jeruzalem, hervez ar pezh a zo skrivet e levr Moizez.


hag eus an Netiniz en doa lakaet David hag ar pennoù da servij al Levited, daou c'hant ugent Netiniz, holl merket dre o anvioù.


Ha re nebeut a dra eo evidoc'h en defe ho tibabet Doue Israel a-douez bodadenn Israel en ur lakaat ac'hanoc'h da dostaat outañ, evit ober servij tabernakl an AOTROU hag evit en em zerc'hel dirak ar vodadenn da servijañ anezhi?


Laka da dostaat da vreudeur, meuriad Levi, meuriad da dad, evit ma vint stag ouzhit ha ma servijint ac'hanout, pa vo te ha da vibien ganit dirak teltenn an Testeni.


Hag ec'h eveshaint war holl draoù teltenn an engalv ha war gement a zo roet da ziwall mibien Israel, en ur ober servij an tabernakl.


Lakaat a ri al Levited a-du a-douez mibien Israel, hag al Levited a vo din.


Rak holl int roet din a-douez mibien Israel, o c'hemeret em eus evidon e-lec'h ar re o deus digoret ar mammog, ar re gentañ-ganet eus mibien Israel.


Kemeret em eus al Levited e-lec'h an holl gentañ-ganet eus mibien Israel.


Roet em eus al Levited da Aaron ha d'e vibien, evel ur roadenn a-douez mibien Israel, evit ober servij mibien Israel e teltenn an engalv hag evit ober dic'haou evit mibien Israel, ma ne vo gouli ebet e-touez mibien Israel pa dostaint ouzh ar santual.


Eñ eo ivez en deus lakaet lod da ebestel, lod all da brofeded, lod all da avielourien, lod all da bastored ha doktored,


Dre-se eo e lavar: O vezañ pignet d’an nec’h, en deus kaset dalc’het an dalc’herezh, hag en deus lodennet donezonoù d’an dud.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos