Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Niveroù 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Hag ec'h eveshaint war gement a zo roet d'e ziwall ha da ziwall an holl vodadenn, dirak teltenn an engalv, en ur ober servij an tabernakl.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 3:7
13 Referencias Cruzadas  

Hag a-douez al Levited, Akija a oa lakaet war deñzorioù ti Doue ha war deñzorioù a traoù santel.


ha mibien Jehieli, Zetam ha Joel e vreur, a oa lakaet war deñzorioù ti an AOTROU


Shelomid hag e vreudeur eo ar re hag a oa lakaet war deñzorioù an traoù santel en doa gouestlet ar roue David, ar pennoù-tadoù, pennoù ar milieroù hag ar c'hantoù, hag ofiserien an arme;


Neuze e chomot seizh devezh, deiz ha noz, ouzh digor teltenn an engalv, hag e virot kefridi an AOTROU evit na varvot ket, rak evel-se eo bet gourc’hemennet din.


Ro d'al Levited karg tabernakl an Testeni gant e holl draoù ha kement a zo dezhañ. Int eo a zougo an tabernakl hag e holl draoù, hag a raio ar servij anezhañ; hag e kampint en-dro d'an tabernakl.


Al Levited a gampo en-dro da dabernakl an Testeni evit na vo ket fulor a-enep bodadenn mibien Israel, hag al Levited o devo an diwall eus tabernakl an Testeni.


Eleazar, mab an aberzhour Aaron, a voe penn pennoù al Levited; lakaet eo bet war ar re a voe roet dezho karg ar santual.


Hag ec'h eveshaint war holl draoù teltenn an engalv ha war gement a zo roet da ziwall mibien Israel, en ur ober servij an tabernakl.


Diouzh an hanter degouezhet da vibien Israel e kemeri unan diwar hanter-kant, diwar an dud, diwar an ejened, diwar an ezen, diwar an deñved, diwar an holl loened, hag e roi anezho d'al Levited o deus an diwall eus tabernakl an AOTROU.


Aaron a lakaio al Levited da dreiñ tu-pe-du dirak an AOTROU evel ur prof a-berzh mibien Israel, evit ma raint servij an AOTROU.


Goude-se e teuio al Levited d'ober servij teltenn an engalv. O glanaat a ri eta hag e lakai anezho da dreiñ tu-pe-du evel ur prof.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos