Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Niveroù 3:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Laka meuriad Levi da dostaat ha degas anezho dirak Aaron an aberzhour, evit ma servijint anezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 3:6
18 Referencias Cruzadas  

Lavarout a reas: Arc'h Doue ne zle bezañ douget nemet gant al Levited, rak an AOTROU en deus dibabet anezho evit ober he servij da viken.


rak o lec'h a oa bezañ e-kichen mibien Aaron evit servij ti an AOTROU ; karget e oant eus al leurennoù hag eus ar c'hambroù, eus glanidigezh an holl draoù santel, eus labour ar servij e ti Doue,


kemer a raent preder gant teltenn an engalv, gant al lec'h santel, gant mibien Aaron o breudeur, evit servij ti an AOTROU .


Setu neuze ar re a servije gant o mibien. A-douez mibien ar Geatited: Heman ar c'haner, mab Joel, mab Samuel,


Va mibien, na vezit ket lezirek, rak an AOTROU en deus dibabet ac'hanoc'h evit en em zerc'hel dirazañ hag e servijañ, hag evit kinnig dezhañ an ezañs.


Hag e lakajont an aberzhourien en o renkoù, hag al Levited en o rannoù, evit servij Doue e Jeruzalem, hervez ar pezh a zo skrivet e levr Moizez.


Gouzout a reot neuze em eus roet deoc'h ar gourc'hemenn-mañ, evit ma pado va emglev gant Levi, eme AOTROU an armeoù.


Roet em eus da vibien Levi kement deog en Israel evel hêrezh, en eskemm eus ar servij a reont, servij teltenn an engalv.


Goude-se e yelo kuit teltenn an engalv gant kamp al Levited, er c'hreiz eus ar c'hampoù all. Mont a raint kuit evel m'o devo kampet, pep hini en e lec'h hag e-kichen e vanniel.


Al Levited ne voent ket niveret e-touez mibien Israel, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


En amzer-se an AOTROU a zispartias meuriad Levi evit dougen arc'h emglev an AOTROU, evit en em zerc'hel dirak an AOTROU, evit e servijañ hag evit bennigañ en e anv, betek hiziv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios