Eus an arc'hant-se a veze degaset da di an AOTROU, ne voe ket graet kirinoù arc'hant evit ti an AOTROU, na mougerigoù, na hanafoù, na trompilhoù, na listri en aour, na listri en arc'hant,
ha pa en em zalc'has ouzh sav-heol an aoter al Levited, a oa kanerien, Azaf, Heman, Jedutun, hag o mibien hag o breudeur, gwisket a lin fin, gant simbalennoù, lourennoù ha telennoù, ha ganto kant ugent aberzhour o seniñ trompilhoù,
Ober a ri ur c'hantolor aour glan. Ar c'hantolor a vo graet gant ar morzhol; e droad, e skourroù, e galiroù, e avaloù hag e vleunioù a vo a-bezh gantañ.
Na gendalc'hit ket da zegas donezonoù aner, euzh am eus ouzh an ezañs. Diwar-benn ho loarioù nevez, ho sabadoù, hoc'h engalvadegoù, ne c'hellan ket gouzañv an direizhder o kemer perzh en ho podadegoù meur.