3 Pa vo sonet ganto, an holl vodadenn a zeuio da'z kavout ouzh digor teltenn an engalv.
Disklêriit e Juda hag embannit e Jeruzalem, sonit ar shofar er vro, youc'hit a vouezh kreñv, lavarit: En em zastumit hag eomp d'ar c'hêrioù kreñv!
Sonit ar shofar e Sion, grit dezhañ tregerniñ war va menez santel, ra greno holl dud ar vro, rak devezh an AOTROU a zeu, tost emañ,