Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Niveroù 10:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 10:1
20 Referencias Cruzadas  

Hag e respontjont: Ni, da servijerien, a zo daouzek breur, mibien d'un hevelep den e bro Ganaan ha setu, an hini yaouankañ a zo hiziv gant hon tad, egile n'emañ ken.


Ar re-se eo mibien a c'hanas Lea da Jakob e Paddan-Aram, gant Dina e verc'h. E vibien hag e verc'hed a oa en holl tri den ha tregont.


David hag holl di Israel a zegase arc'h an AOTROU gant kriadennoù a levenez hag ouzh son ar shofaroù.


Sellout a reas, ha setu, ar roue a oa en e sav e-kichen ar golonenn, hervez ar c'hiz, hag ar pennoù hag an trompilhoù a oa e-kichen ar roue. Holl bobl ar vro a oa oc'h en em laouenaat, hag e soned gant an trompilhoù. Neuze Atalia a rogas he dilhad hag a lavaras: Iriennad! Iriennad!


Sellout a reas, ha setu, ar roue a oa en e sav e-kichen e golonenn ouzh an digor, ar pennoù hag an trompilhoù a oa e-kichen ar roue, holl bobl ar vro a oa oc'h en em laouenaat, an trompilhoù o seniñ, ar ganerien gant o binvioù-seniñ a rene ar c'hanennoù meuleudi. Atalia a rogas he dilhad hag a lavaras: Iriennad! Iriennad!


ha pa en em zalc'has ouzh sav-heol an aoter al Levited, a oa kanerien, Azaf, Heman, Jedutun, hag o mibien hag o breudeur, gwisket a lin fin, gant simbalennoù, lourennoù ha telennoù, ha ganto kant ugent aberzhour o seniñ trompilhoù,


An aberzhourien en em zalc'he en o c'harg, kenkoulz hag al Levited gant binvioù an AOTROU en doa graet ar roue David evit meuliñ an AOTROU, pa veule David drezo, o lavarout: Rak e drugarez a bad da viken!. An aberzhourien ivez a sone trompilhoù dirazo, hag holl Israel en em zalc'he en o sav.


Pa daolas ar vañsonerien diazez an templ an AOTROU, e voe kerc'het an aberzhourien gant o gwiskamant hag o zrompilhoù, hag al Levited, mibien Azaf, gant o simbalennoù, evit meuliñ an AOTROU, hervez urzhiadur David roue Israel.


Dibab a ra deomp hon hêrezh, gloar Jakob a zo karet gantañ.  Ehan


Kanit ar ganaouenn, lakait da zasseniñ an daboulinig, an delenn dudius hag al lourenn!


Gant ar c'herniel ha son ar shofaroù, laoskit kriadennoù a levenez dirak ar Roue, an AOTROU!


Mibien Israel a savo o zeltennoù, pep hini en e gamp ha pep hini e-kichen e vanniel, hervez e strollad.


Gra dit div drompilh arc'hant. O ober a ri gant ar morzhol, hag e servijont dit evit dastum ar vodadenn hag evit dilec'hiañ ar c'hampoù.


D'ar seizhvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, ho po ur c'hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet. Bez' e vo sonet an trompilhoù d'an deiz-se.


Priñsed Israel, pennoù tiez o zadoù, priñsed ar meuriadoù, ar re o doa pennrenet an niveradeg, a reas o frof.


War c'hourc'hemenn an AOTROU e kampent, ha war c'hourc'hemenn an AOTROU ez aent kuit. Mirout a raent urzh an AOTROU, war c'hourc'hemenn an AOTROU dre Voizez.


Eñ a gaso e aeled gant an trompilh tregernus da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek ur penn pellañ eus an neñv betek ar penn all.


Seizh aberzhour a zougo seizh shofar e korn tourz dirak an arc'h. Ha d'ar seizhvet deiz, e reot tro kêr seizh gwech, hag an aberzhourien a sono gant ar shofaroù.


Hag e welis ar seizh ael en em zalc’h dirak Doue, hag e voe roet dezho seizh trompilh.


An tri strollad a sonas gant ar shofaroù hag a dorras ar podoù, en ur gemer ar gouloù en o dorn kleiz hag ar shofaroù a sonent ganto en o dorn dehou, hag e krijont: Ar c'hleze evit an AOTROU hag evit Gedeon!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos