Ha ma laka ac’hanout da droad da gouezhañ, troc’h anezhañ. Gwelloc’h eo dit mont er vuhez, o kaout un troad, eget kaout daou droad ha bezañ taolet er gehenn, en tan ne voug biken,
Ha ma laka ac’hanout da lagad da gouezhañ, diframm anezhañ. Gwelloc’h eo dit mont e rouantelezh Doue gant ul lagad hepken, eget kaout daou lagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn,
O krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar evit ma trempo en dour penn e viz da freskaat din va zeod, rak gwall boaniet on er flamm-mañ.