Levr Rud 4:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
5 Ha Boaz a lavaras: D'an deiz ma preni ar park eus dorn Naomi, e preni ivez eus Rud, ar plac'h eus Moab, gwreg an hini marv, evit adsevel anv an hini marv en e hêrezh.
Mestr, Moizez en deus gourc’hemennet deomp ma teuje breur unan bennak da vervel o kaout ur wreg hep bugale, e vreur a zimezo d’ar wreg evit sevel ul lignez d’e vreur.
Ma ne fell ket d'an den-se kemer e c'hoar-gaer, e pigno e c'hoar-gaer betek an nor da gavout an henaourien hag e lavaro: Va breur-kaer ne fell ket dezhañ adsevel anv e vreur en Israel, ne raio ket evel ma'z eo dereat d'ur breur-kaer.