Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Levr Rud 4:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Da'm meno, ret eo din reiñ da anavezout kement-se dit ha lavarout dit: Pren anezhi dirak ar re a zo azezet amañ ha dirak henaourien va fobl; ma fell dit he frenañ, pren anezhi, ha ma ne fell ket dit he frenañ, disklêr din evit ma ouezin, rak n'eus nemedout a c'hellfe dasprenañ, ha me a c'hell war da lerc'h. Hag e respontas: Me a breno.

Ver Capítulo Copiar




Levr Rud 4:4
12 Referencias Cruzadas  

Nann, va aotrou, selaou ouzhin: Ar park a roan dit, ar c'hev a zo ennañ a roan dit ivez. E reiñ a ran dit dirak mibien va fobl; sebeilh da varv.


a voe suraet e dalc'h da Abraham dirak mibien Hed, dirak ar re holl a yae e-barzh dre zor e gêr.


Ha koulskoude Aotrou AOTROU, lavaret ec'h eus din: Pren ar park-mañ gant arc'hant, ha kemer testoù. Hag ar gêr a zo lakaet etre daouarn ar Galdeiz!


Na rentit da zen droug evit droug. En em stagit ouzh ar pezh a zo onest dirak an holl dud.


o klask ober ar pezh a zo mat, nann hepken dirak an Aotrou, met ivez dirak an dud.


Henaourien kêr a c'halvo anezhañ hag a gomzo outañ. Mar chom start ha ma lavar: Ne fell ket din kemer anezhi,


A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc’ho an holl draoù-se en ho soñjoù.


Naomi a lavaras d'he merc'h-kaer: Ra vo benniget gant an AOTROU, a ziskouez an hevelep trugarez e-keñver ar re vev hag e-keñver ar re varv! Naomi a lavaras ivez: An den-mañ a zo kar deomp, hag emañ eus ar re o deus warnomp an droed a zaspren.


Gwir eo e c'hellan da zasprenañ, met bez' ez eus unan all c'hoazh hag a zo nesoc'h egedon.


Lavarout a reas dezhi: Piv out? Hi a respontas: Me eo Rud, da servijerez. Astenn da sae war da servijerez, dre ma c'hellez va dasprenañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos