Leviegezh 27:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
27 Mar d-eo ul loen dic’hlan, e vo dasprenet hervez da brizadur en ur lakaat ar bempvedenn ouzhpenn; ma n’eo ket dasprenet, e vo gwerzhet hervez da brizadur.
Kement a vo lakaet da verz, pep tra hag en devo lakaet un den da verz evit an AOTROU eus ar pezh a zo dezhañ, den, loen, park eus e berc’henniezh, ne c’hello ket bet gwerzhet na dasprenet. Pep tra lakaet da verz a zo santelaet holl d’an AOTROU.
Talvoudegezh an dra flipet digant ar santual a baeo, en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio kement-se d’an aberzhour; an aberzhour a raio an dic’haou evitañ gant tourz an aberzh a gablusted, hag e vo pardonet dezhañ.