Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Leviegezh 27:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Kement a vo lakaet da verz, pep tra hag en devo lakaet un den da verz evit an AOTROU eus ar pezh a zo dezhañ, den, loen, park eus e berc’henniezh, ne c’hello ket bet gwerzhet na dasprenet. Pep tra lakaet da verz a zo santelaet holl d’an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 27:28
35 Referencias Cruzadas  

Al Leviad Kore mab Jimna, porzhier etrezek ar sav-heol, en doa mererezh ar profoù a-youl-vat kinniget da Zoue, evit lodennañ ar profoù savet d'an AOTROU hag an traoù santel-meurbet.


An hini a aberzho da zoueoù all nemet d'an AOTROU hepken a vo lazhet.


Debriñ a raint an donezonoù, an aberzhoù-dic'haouiñ hag an aberzhoù a gablusted; kement tra lakaet da verz en Israel a vo dezho.


Ne werzhint ha ne eskemmint netra diouti, frouezh kentañ ar vro ne vint ket douget eno, rak un dra santel eo evit an AOTROU.


Debriñ a raio boued e Zoue, traoù santel-meurbet ha traoù santel,


Hag ar park-se, pa’z aio er-maez d’ar jubile, a vo santelaet evit an AOTROU evel ur park lakaet da verz: ar berc’henniezh anezhañ a vo d’an aberzhour.


Mar d-eo ul loen dic’hlan, e vo dasprenet hervez da brizadur en ur lakaat ar bempvedenn ouzhpenn; ma n’eo ket dasprenet, e vo gwerzhet hervez da brizadur.


Kement a vo lakaet da verz, pep den a vo lakaet da verz ne c’hello ket bezañ dasprenet, a-dra-sur e vo lakaet d’ar marv.


Kement a vo lakaet da verz en Israel a vo dit.


Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.


Rak karout a rafen bezañ va-unan milliget ha dispartiet diouzh Krist evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig,


Ma ez eus unan bennak na gar ket an Aotrou Jezuz-Krist, ra vo milliget! Maranata!


Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho.


Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,


P'en devo roet diskuizh an AOTROU da Zoue dit eus da holl enebourien tro-war-dro, er vro a ro dit an AOTROU da Zoue evel hêrezh evit he ferc'hennañ, e tiverki eñvor Amalek a-zindan an neñv. N'ankounac'ha ket!


Ne zegasi ket traoù euzhus da'z ti, evit na vi ket lakaet da verz evelto; heug az po outañ, euzh az po outañ, rak lakaet da verz ez int.


En amzer-se, Jozue a douas o lavarout: Milliget ra vo dirak an AOTROU an den en em savo evit adober ar gêr-mañ, Jeriko. He diazez a lakaio diwar-goust e gentañ-ganet, hag he dorojoù diwar-goust e vab yaouankañ.


Mibien Israel a dorras ar reolenn diwar-benn an traoù lakaet da verz. Akan mab Karmi, mab Zabdi, mab Zerak, eus meuriad Juda, a gemeras diwar an traoù lakaet da verz, ha kounnar an AOTROU en em danas a-enep mibien Israel.


Jozue a lavaras: Perak ec'h eus trubuilhet ac'hanomp? An AOTROU a drubuilho ac'hanout hiziv. Hag holl Israel a veinataas anezhañ. Devet e voent en tan, goude bezañ meinataet.


Setu ar pezh a reot: Lakaat a reot da verz pep gwaz ha pep maouez he deus kousket gant ur gwaz.


Koulskoude ne c'hellomp ket reiñ dezho gwragez diouzh hor merc'hed, rak mibien Israel o deus touet o lavarout: Ra vo milliget an hini a roio ur wreg da Venjamin!


Mibien Israel a lavaras: Piv n'eo ket pignet d'ar vodadenn dirak an AOTROU a-douez holl veuriadoù Israel? Rak graet e voe ul le bras a-enep an hini na vefe ket pignet da Vizpa dirak an AOTROU o lavarout: Lakaet e vo d'ar marv.


An AOTROU en doa da gaset en hent en ur lavarout: Kae ha laka da verz ar bec'herien-se, an Amalekited, gra brezel dezho betek ma ez po distrujet anezho.


Kae bremañ, sko war Amalek, ha laka da verz ar pezh en deus, n'espern ket anezhañ, met laka d'ar marv ar wazed hag ar maouezed, ar vugale hag ar re a zen, an ejened hag an deñved, ar c'hañvaled hag an ezen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos