ar re gentañ-ganet eus hor mibien hag eus hol loened, evel m'eo skrivet el lezenn; karget e oamp da zegas da di hon Doue, d'an aberzhourien a ra ar servij e ti hon Doue, ar re gentañ-ganet eus hor ejened hag hor deñved;
Mar d-eo ul loen dic’hlan, e vo dasprenet hervez da brizadur en ur lakaat ar bempvedenn ouzhpenn; ma n’eo ket dasprenet, e vo gwerzhet hervez da brizadur.
Met ne zaspreni ket kentañ-ganet ar vuoc'h, na kentañ-ganet an dañvadez, na kentañ-ganet ar c'havr, ar re-se a zo traoù santel. Skuilhañ a ri o gwad war an aoter hag e lakai o lard da vogediñ, ur prof graet dre an tan e vo, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU.
Pep kentañ-ganet a zo din. D'an deiz em eus skoet pep kentañ-ganet e bro Ejipt, em eus santelaet evidon pep kentañ-ganet en Israel, e-touez an dud hag e-touez al loened, din e vint. Me eo an AOTROU.
Kement par kentañ-ganet a vo ganet eus da loened bras pe bihan a vo santelaet d'an AOTROU da Zoue. Ne labouri ket gant ar c'hentañ-ganet eus da vuoc'h ha ne douzi ket ar c'hentañ-ganet eus da zeñved.