30 Neuze Jozue a savas un aoter d'an AOTROU war Venez Ebal,
Noe a savas un aoter d'an AOTROU. Kemer a reas eus pep loen glan hag eus pep labous glan hag e kinnigas loskaberzhoù war an aoter.
Ober a ri din un aoter douar, hag ec'h aberzhi warni da loskaberzhoù ha da aberzhoù a beoc'h, da zeñved ha da ejened. E pep lec'h ma rin meuliñ va anv, me a zeuio da'z kavout hag a vennigo ac'hanout.
D'an deiz ma tremenot ar Jordan, evit mont d'ar vro a ro deoc'h an AOTROU ho Toue, e savi mein bras hag e lifri anezho gant raz.